Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar genrouedad c'hoariva : "pebezh dismegañs !"

Goude an embann, ar c'hoariva...

Fanny Chauffin pour ABP le 2/03/12 21:33
25049_1.jpg

Kenderc'hel a ra ...

Brudañ an embann hag al labour kaset gant kevredigezhioù a ra war dro an embann hag ar c'hrouiñ e brezhoneg a veze abaoe pell un dra graet gant an Departamant (serviijoù renet gant Jean-Yves Cozan, hag Andre ar Gak da c'houde).

Hep kelaouiñ, a daol trumm, eo bet kaset gant ar C'huzul meur Penn ar Bed (servijoù ar brezhoneg renet bremañ gant Maryvonne Blondin) lizhiri o respont d'ar c'houlennoù yalc'had evit ar bloavezh 2012.

Souezhet eo bet lod anezho o lenn ne oa ket nemet un nebeut anezho a vefe arc'hantet bremañ. Anavezet eo ar gevredigezh "C'hoariva" evit he labour brudañ ar c'hoariva e brezhoneg, dre he lec'hienn ( (voir le site) , he daou festival, gouel ar c'hoariva evit ar re youank, he stajoù, hag al labour kaset gant 15 strollad c'hoariva, a-youl vat hag a-vicher.

Met erruet warno keloù fall, kaset gant departamant Penn Ar Bed. Echu da vat gant yalc'hadoù an Departamant. Hag e c'heller lenn : "Le Conseil Général accompagne les initiatives publiques et privées les plus efficaces pour conserver l'usage de la langue dans le département".

Hag implijiadez C'hoariva, Emmanuelle da ouzhpennañ : "Pebezh dismegañs evit al labour graet gant ar strolladoù, ar stalioù c'hoariva, ar gomedianed hag al labour graet gant Kevread C'hoariva !"

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 1 commentaires
Christine Viard Le Samedi 3 mars 2012 13:57
Poent eo fiñval ! Abaoe bloavezhioù ne gresk ket budjed ar brezhoneg e 29 !
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons