Un abadenn veur e vo hini ar «Café Breton» e Brest. Kinniget e vo «Les Monologues du Vagin» troet e brezhoneg gant Ninnog Latimier

Un abadenn veur e vo hini ar « Café Breton » d'ar meurzh 2 a viz Du, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest.

Kinniget e vo « Les Monologues du Vagin » troet e brezhoneg gant Ninnog Latimier. Deuet eo neuze levr brudet an Amerikanez Eve Ensler da vezañ ivez « Ar Forzhioù a gomz ».

« Ar forzh » : ya, evel-se e vez skrivet e-barzh ar geriadurioù… Ne oa ket komzet alies eus an traoù-se gwechall e maezioù Breizh. Ha gerioù zo evit kaozeal eus forzh peseurt plijadur pe boan ar c'horf e brezhoneg ?

Deuit da glevout, hag e ouzoc'h ! Meur a bajenn a vo lennet gant Ninnog Latimier hag ur gomedianez.

E brezhoneg penn da benn.

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus