Setu 14 vloaz bremañ e oa bet krouet "The vagin monologues" gant Eve Ensler. Troet eo bet e brezhoneg gant Ninnog Latimier-Kervella.

"Ar forzhioù a gomz", setu troidigezh "Les Monologues du vagin", ur pezh c'hoari c'hoariet e Broadway e 1996 hag en doa graet berzh e bed a-bezh (troet e 46 yezh, c'hoariet e 130 bro). Skrivet e oa bet gant Eve Ensler e Stadoù Unanet, goude bezañ bet aterset merc'hed er vro. Dibaoe e oa bet dastumet komzoù merc'hed all, graet kazi tro ar bed gant merc'hed o embann o identelezh, ar pezh a vez gouzañvet ganto hag ar pezh a vez bevet mat ivez...

Krouet e oa bet ganti ivez ar V-Day, un devezh e lec'h e vez aozet abadennoù e pep lec'h, hag e vez roet an arc'hant dastumet da strolladoù a ra war dro merc'hed gwallgaset er bed.

Gant Ninnog Latimier-Kervella eo bet troet al levr embannet e 1996 e saozneg. N'he deus ket lennet na welet zoken an abadenn e galleg. N'eo ket bet levezonet gant skrid ebet a-raok kregiñ gant al labour treiñ. Ouzhpennet he deus gerioù evel "kig ha fars", evit reiñ un tamm blaz Breizh d'an destenn.

N'eo ket bet aes da gavout gerioù a zere, peogwir ne vez ket komzet kalz deus traoù ken nes gant an dud. Penaos treiñ ? O c'houlenn gant ar re gozh, brezhonegerien a-vihanig ? O adlenn levr Martial Menard "Alc'houez bras ar baradoz vihan" ?

Seblantout a ra lennegezh Breizh o klask hentoù nevez ha mont er maez deus ur serten bed e lec'h emañ ar baotred niverusoc'h hag a gomz en o anv-dezho. Marteze e vo digoret amañ un doare all da ziskouez ar bed dre ur sell disheñvel ?

E pep lec'h er bed e vez flastret gwirioù ar merc'hed, ha pa vo merc'hed Breizh o komz, marteze e vo komzoù kreñv, komzoù brav ... O c'hortoz e vefe lennet, c'hoariet, leurenniet e Breizh an destenn-mañ.

Embannet gant An Alarc'h,

, 8 euro, da brenañ e stal levrioù.

Al lec'hienn : : http://www.brezhoneg.org/levriou%20nevez%20B.htm

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...