Brezhoweb a ginnig deoc'h ur film bevaat nevez ha digoust e brezhoneg e-pad ar vakañsoù.

Ar film bevaat nevez "Ar Vigornez hag ar Balum" da welet war Brezhoweb e-pad ar vakañsoù !

"Ar Vigornez hag ar Balum" un istor moutik da welet e-pad ur miz war Brezhoweb."Ar Vigornez hag ar Balum" un istor moutik da welet e-pad ur miz war Brezhoweb. CC-BY-SA

"War karreg ur porzh kozh e kav hir he amzer ar vigornez vunut, an hunvre ganti beajiñ dre ar bed.

En em gavout a ra, un deiz, ur pezh balum askellek hag a ginnig kas anezhi gantañ dre ar meurvorioù.

Ur veaj brav ha marvailhus a reomp a-drugarez d’ar vignoniezh dic’hortoz-se, a gas ac’hanomp eus pezhioù pikolioù traoù d’ar re vunutañ."

Ur film bevaat moutik-tre evit ar familh a-berzh, adalek 5 bloaz memestra, da welet e-pad ur miz war Brezhoweb !

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.