Manifestadeg evit ar brezhoneg galvet gant Diwan, d'ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer da 2 eur goude merenn, Plasenn an ti gar e Sant Brieg
Manifestadeg evit ar brezhoneg galvet gant Diwan, d'ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer da 2 eur goude merenn, Plasenn an ti gar e Sant Brieg © Domaine public

Ar c’hengevredad sevenadurel Kevre Breizh, ezel eus Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù ELEN (European Language Equality Network) a zegas e skoazell da c’halv skolioù Diwan ha Ti Ar Vro Gwengamp evit ma vo kaset war-raok ur politikerezh gwirion evit ar brezhoneg e departamant Aodoù an Arvor. ...

Ar c’hengevredad sevenadurel Kevre Breizh, ezel eus Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù ELEN (European Language Equality Network) a zegas e skoazell da c’halv skolioù Diwan ha Ti Ar Vro Gwengamp evit ma vo kaset war-raok ur politikerezh gwirion evit ar brezhoneg e departamant Aodoù an Arvor.

E penn araok stourm ar brezhoneg eo bet Aodoù An Arvor o vezañ ar re gentañ o staliañ pannelloù divyezhek war hentoù an departamant. E 1987, ar C’huzul meur d’ar mare-se, en doa votet a-unvouezh ur mennad da zifenn skolioù Diwan hag a veze kinniget gant Pierre YvonTremel a zisklêrie : « ma chomo bev ar brezhoneg eo an dalc’h da vat, hag hini mont endro hon demokratelezh eo ivez ».

Hiziv-an-deiz ne weler youl ebet gant Kuzul departamant Aodoù an Arvor da vezañ skoaz-ouzh-skoaz gant an dud a stourm bemdez evit dazont ar brezhoneg er gevredigezh hag evit o gwirioù sevenadurel. Evel-se, n’eo ket kemeret e karg skolaj Diwan Bro Dreger e Plijidi pa vod ouzhpenn 200 skolajiad ha skolajiadez o tont koulz eus ar skolioù publik hag eus ar skolioù kevredigezhel Diwan hag a ra war-dro ur gefridi servij publik diazez, e dalc’h pennaennoù gwarez al liested sevenadurel, an diorreadur padus hag ar gwirioù denel.

Bro C’hall a vez tamallet dezhi alies gant ensavadurioù liesseurt ar Broadoù unanet gwallañ ar gwirioù denel diazez war tachennoù ar sevenadur, ar yezhoù hag an deskadurezh, peurgetket gant kemennadenn an 31 a viz mae 2022 embannet gant daneveller ispisial ar minorelezhioù, danevellerez ispisial ar gwirioù sevenadurel ha danevellerez ispisial ar gwir d’an deskadurezh eus Kuzul gwirioù mabden.

Dre-se emañ Kevre Breizh a-unan gant galv Diwan ha Ti Ar Vro Gwengamp. Gervel a ra da vont holl asambles evit goulenn ouzh Kuzul departamant Aodoù an Arvor hag a zo e karg ar skolajoù hag ivez kengarget eus ar gwirioù sevenadurel, da dapout krog en e gefridi war vall o kendivizout gant obererien an dachenn.

Documents liés

Kevre Breizh

Coordination culturelle associative de Bretagne. Association coordinatrice de la manifestation Deomp de'i! en faveur des langues régionales qui aura lieu le 31 mars 2012 à Quimper. En savoir plus