Na hir eo an hent evit gounit doujañs d’hor yezh ha d'an dud a ra ganti ! Nevez zo ee eus bet nac’het c’hoazh ur chekenn savet e brezhoneg

Na hir eo an hent evit gounit doujañs d'hor yezh ha d'an dud a ra ganti ! Nevez zo ee eus bet nac'het c'hoazh ur chekenn savet e brezhoneg gant ur stal : an asurañsoù MAAF. Ai'ta ! en deus savet e vouezh hag harpet Brendan, ar pratik bet nac'het e chekenn outañ. Gortoz a reomp digarezioù digant ar MAAF hag ar promesa ma vo degemeret an holl chekennoù e brezhoneg diwar-vremañ. Da c'houzout, Brendan en deus adkaset dezho ar memes chekenn o c'hoûl digarezioù ivez. Un afer a ziforc'hidigezh an hini eo.

Siwazh, ur wech ouzhpenn, e tiskouez an afer-mañ pegen diasur eo implij hor yezh e-maez ar bed prevez. Hor gwirioù denel, hini implij hor yezh en o zouez, n'eo ket anavezet c'hoazh. Ai'ta! a embann ur wech c'hoazh e rank ar brezhoneg bezañ ofisiel e Breizh. Kement all a zo ret evit reiñ un dazont dezhañ ha lieskementiñ implij ar yezh er vuhez foran.

Ai'ta ! Kreiz Breizh

Ai'ta ! est un collectif de défense et de promotion de la langue bretonne dans la vie publique. Le collectif mène des actions non-violentes et est indépendant de tout parti politique. En savoir plus