AR C'HRIST D'AN AMERINDIANED Youenn Troal Ur beleg a zo eus Youenn Troal. Kaset e oa bet gant e eskob – war e c'houlenn – da Vro-bPerou evel misioner. Dre ziv wech eo aet du-hont: eus 1963 da 1968, ha neuze eus 1973 da 1979. Pa felle dezhañ mirout darempredoù gant

AR C'HRIST D'AN AMERINDIANED Youenn Troal

Ur beleg a zo eus Youenn Troal. Kaset e oa bet gant e eskob – war e c'houlenn – da Vro-bPerou evel misioner. Dre ziv wech eo aet du-hont: eus 1963 da 1968, ha neuze eus 1973 da 1979. Pa felle dezhañ mirout darempredoù gant e vignoned a Vreizh, e oa kroget da gas dezho bep an amzer ur follennig liestennet war baper gant stensiloù hag a oa bet anvet gantañ “Ar C'hrist d'an Indianed”. Un deizlevr eta e-lec'h ma konte e vuhez nevez gant e brederioù, e ziaesterioù hag ivez e levenezioù. Soñjet hon eus e oa prizius evit ar brezhoneg adkavout ar follennoù-se hag o embann e stumm ul levr. Re goustus avat e vije bet sevel unan a 400 pe 500 pajennad. Kinnig a reomp neuze el levrenn-mañ ar bloavezhioù 1963-1964, gant ar spi da c'hellout kenderc'hel diwezhatoc'h gant eil lodenn an deizlevr. 15 euro (ouzhpennañ 3 € a vizoù-kas)

MOULADURIOÙ HOR YEZH 14 Louzaouenn-an-Hañv / Rue du Muguet 22300 LANNUON

Cecilia Pierson

Ti-embann savet e 1980. 100 titl liesseurt: barzhonegoù, sonioù, danevelloù, romantoù, eñvorennoù, buhezskridoù, troidigezhioù, kelaouennerezh, yezh, kelenn...
Mouladurioù Hor Yezh
14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 Lannuon / Lannion