
Perzh a gemero ar c'hollectif « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d'ar 7, 8, 9 a viz Here 2011. War Hent an Douar e
Perzh a gemero ar c'hollectif « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d'ar 7, 8, 9 a viz Here 2011. War Hent an Douar e vo staliet er bloaz-mañ, kichen an ti-feurm.
War ar roll e 2011 :
- c'hoarioù evit dizoleiñ ar gallaoueg (d'ar Gwener, evit ar skolidi, mirout en a-raok dre ret)
- rimadelloù ha c'hoarioù bizied evit ar gerent hag ar vugale vihan (d'ar Sadorn da 11e ha 4e)
- ur prantad tañva d'ar brezhoneg evit an dud deuet (d'ar Sadorn da 3e ha d'ar Sul da 2e)
- la roue du heq, ur c'hoari evit dizoleiñ ar gallaoueg gant ho familh (d'ar Sadorn da 4e30 ha d'ar Sul da 4e)
- hag evel kustum : ul lec'h titouriñ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg hag un daol evit livañ evit ar vugale.
Bodet zo un toullad kevredigezhioù oberiant war dachenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er c'hollectif " Cultivons nos langues " : Div Yezh Bro Roazhon, Div Yezh Bruz, Diwan Bro Roazhon, Diwan Ar Meziaer, Divskouarn, Bertaeyn Galeizz, Dihun Breizh, UBAPAR, Skol an Emsav. Fellout a ra dezho reiñ da weladennerien Ille et Bio danvez preder war liested ar yezhoù ha buhez ar yezhoù minorel e Breizh.
Anne-Marie Pelhate
06.73.15.35.40
annemarie.pelhate@gmail.com
Div Yezh Bro Roazhon : http://www.divyezh-roazhon.com/
Div Yezh Bruz : http://divyezh.bruz.free.fr
Diwan Bro Roazhon : http://www.diwan-bro-roazhon.org/
Diwan Ar Meziaer : http://anhentglas.free.fr/
Divskouarn : http://divskouarn.free.fr
Bertaeyn Galeizz : http://www.bertaeyn-galeizz.com/
Dihun Breizh : http://www.dihun.com/
UBAPAR : http://www.ubapar.org/
Skol an Emsav : http://www.skolanemsav.com
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !