56239 vues

Gourc'hemennoù d'an Oriant, gant ma vo graet ar memes tra gant reoù all !

Setu ar skritell nevez, e brezhoneg penn da benn ! A vloaz da vloaz e klask ar festival bout tostoc'h tostañ ouzh ar brezhoneg : abadennoù e tachad ar gomz e brezhoneg etre 5e ha 7e noz asambles gant Radio Bro Gwened, kenlabour gant BCD, ateieroù deskiñ ar yezh, panelloù e pep lec'h...

Gant ma vo lakaet da selaou ar brezhoneg e penn kentañ pep abadenn, war bep leurenn, Kae Breizh, C'hoariva, ...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....