En 2005 e oa bet gounezet 1,4 miliard euro gant an SNCF. Evit ar 4 bloaz da zont 'h aio 350 milion euro digant an SNCF a-benn lakaat Christian Lacroix da renevezañ diabarzh an TGV. War un dro e vez harzet e Breizh, en Euskadi hag e Catalunya ouzh ar yezhoù bihan da

En 2005 e oa bet gounezet 1,4 miliard euro gant an SNCF. Evit ar 4 bloaz da zont 'h aio 350 milion euro digant an SNCF a-benn lakaat Christian Lacroix da renevezañ diabarzh an TGV.

War un dro e vez harzet e Breizh, en Euskadi hag e Catalunya ouzh ar yezhoù bihan da vezañ skritellet hag implijet en tier-gar hag en trenioù. Koust an divyezhegezh an hini zo kaoz !

Koulskoude, pegement a arc'hant 'h aio digante evit un nebeut kemennadennoù dre-gomz divyezhek ? Evit plaketennoù divyezhek gant eurioù an trenioù ? Evit lakaat war-wel dimp an implijidi hag a oar brezhoneg e tier-gar Bro-Dreger ? Nebeud, dreist-holl e-keñver an arc'hant gounezet gante...

Neuze e oamp un dek den bennaket eus Ai'ta! digwener noz en hon c'hourvez war leur ti-gar Montroulez ma vo disklêriet emzalc'h brein an SNCF, a-enep d'ar yezhoù bihan, ha ma vo gouvezet petore stad e hini ar brezhoneg herie (lakaet abaoe 2002 e-touesk ar yezhoù en arvar bras gant an UNESCO).

Derc'hel ar brezhoneg en e sav zo voaien d'ober, gant ma vo gwelet hag implijet er vuhez foran, hag en tier-gar evel-just. Pa n'houl ket hen ober e kemer perzh an SNCF e diskar ar brezhoneg.

Gant-se, hon strollad Tregeriz Ai'ta!, evit difenn ar brezhoneg, a fell dezhañ lakaat an SNCF da blegañ oc'h aozañ oberoù difeulz en tier-gar hag oc'h embann direizhded ar pezh a c'hoarvez. www.ai-ta.org

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus