E-kerzh an nevezamzer 2006 en deus graet servij an Arsellva un enklask war Ar postoù-labour hag ar brezhoneg.
Kaset e oa bet ar c\'houlennaoueg-se d\'ur pevar c\'hant framm bennak a ouzer e enfredont pe e c\'hellfent enfredañ brezhonegerien. Strivet ez eus bet evit kaout respontoù an holl frammoù a bouez war an dachenn-se, ha dre se e c\'hellomp lavaret eo gwirion ar sifroù hon eus kavet.
Pell zo e oa gortozet ur stutiadenn ken resis war an tem-se. Brasoc\'h-brasañ eo ar goulenn titouroù war an dachenn-se eus perzh an dud yaouank oberiant a zeu eus an hentadoù divyezhek hag eus an niver war gresk a dud a heuilh stummadurioù micherel war ar brezhoneg [voir le document]