Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Ar brezel bras kontet d'ar vugale : Lizhiri Tetad
Levezonet a-galz gant lizhiri Loeiz Herrieu, setu ul levrig evit ar c'helc'h 3 hag ar re a blij dezho lenn levrigoù bihan Keit Vimp Bev
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 31/10/17 19:26
:
Réalisation :

Levezonet a-galz gant lizhiri Loeiz Herrieu, setu ul levrig evit ar c'helc'h 3 hag ar re a blij dezho lenn levrigoù bihan Keit Vimp Bev.

Daou vab en doa Loeiz Herrieu, met ne oa ket distroet d'ar gêr e permision div wech, evel er romantig savet dindan kuzulioù fur Daniel Carré. Tennet oa bet neuze an tad-kozh o kanañ "fest an 'noc'h" , kar pad ar brezel, ne veze ket kanet. Ha ken pouezhus oa al lizhiri evit liammañ ar soudarded hag o familhoù ! Kaset e oa a bep seurt traoù : anduilhenn, dilhad, traoù kizellet gant an tad evit ar vugale,...

Gant ar spi e roio c'hoant d'an dud lenn lizhiri Loeiz Herrieu war lerc'h ha gant ma vo anavezet gwelloc'h kevredigezh tud war ar maez o vevañ kostez Lann ar stêr...

Ha mersi bras da familh Ar Gall, prest atav da lenn ha da lakaat e gwenedeg brav ha flour komzoù skrivet war ar paper !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons