Adperc’hennañ ar yezhoù bihan dre ar skol e bro C’hall ?

-- Langues de Bretagne --

Chronique de Kerne Multimédia
Porte-parole: Fanny Chauffin

Publié le 14/05/17 21:40 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Plas ar yezhoù bihan a zo treut-ki e skolajoù ha treutoc’h c’hoazh el liseoù, mesket e vez an alamaneg hag an alsasianeg ...

- Daou dre gant

Sed un dregantad nec’hus : 2 % eus ar vugale skoliataet e bro C’hall hepken a vez gant ur c’helenn dre soubidigezh. Pa vez keñveriet an tri doare da gelenn ar yezhoù bihan : 10 % a vez en ur rummad divyezhek (an hanter amzer er yezh vihan er c’hentañ derez) , ha 78 %... a vez gant un « tañva »  eus ar yezh, da lavarout eo n’eus chañs ebet evit ar yezhoù-mañ da vezañ adperc’hennet, ma n'eus ket ur youl o tont eus an diavaez, eus tu ar gevredigezh, eus ar gerent, ar stourmerien.

- Dre soubidigezh : brezhoneg, euskareg, okitaneg

Heñvel a-walc’h eo niver a vugale e pep rummad dre soubidigezh (Diwan, Seaska, Calendretas), met e bro Euskadi emañ ar skolidi war un hanter departamant ( 288 922 annezad), en Okitania eo kalz ledanoc’h an dachenn (15 milion a annezidi), hag e Breizh (5 800 000 a dud). Ouzhpenn da se e vez sikouret an Euskariz gant bro Euskadi ar C’hreisteiz a-fed arc’hant, pedagogiezh, sokioyezhourien...

«Les écoles Diwan représentent 1 % de la population scolarisée et je suis très frappé par le fait que ce 1 % représente en même temps l'innovation pédagogique la plus importante que l'on constate dans votre pays, avec celle des Ikastolas et des Calandretas. C'est bouleversant. Je voudrais insister. La France est un pays connu dans le monde entier pour son incapacité à faire en sorte que ses enfants scolarisés connaissent les langues étrangères. C'est un handicap national de première importance. Qui apporte une solution positive, de progrès, à ce handicap national, à cette infirmité nationale ? Ce sont les minoritaires.»

(Henri Giordan, 2015)

Voir aussi :
©agence bretagne presse

mailbox imprimer
Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Diwan Karaez. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. Lec'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Tv Bro Kemperle,Tv Lise Diwan.

Vos commentaires :

yanneutch
Jeudi 18 mai 2017

Hag an neerlandeg / flandrezeg ?

yanneutch

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.