Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Agenda -
Aozomp Gouel broadel ar brezhoneg asambles !
D’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet Gouel broadel ar brezhoneg 2017 e Langoned (Kreiz Breizh), gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg.
Par Morwenna Penhouet pour Mignoned ar Brezhoneg le 9/01/17 10:33

D’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet Gouel broadel ar brezhoneg 2017 e Langoned (56-Kreiz Breizh), gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. Gouel an holl brezhonegerezed ha vrezhonegerien eo an darvoud-mañ. Sonadegoù dindan ur chapito, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, c’hoariva, standoù, ur fest-noz, ur gêriadenn tro-dro d’an niverel zo raktreset dija.

Ur c’hevrat zo bet sinet etre ar gevredigezh he doa aozet ar Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan ha Mignoned ar brezhoneg evit ma vefe doujet ouzh karta ar gouel. Gant ar gevredigezh Bod Kelen hag a labour war tachenn Bro ar Roue Morvan e kenlabouromp ivez.

Pediñ a reomp an holl dud, strolladoù pe kevredigezhioù a fell dezho kinnig ur raktres d’en ober. Abadennoù, atalieroù, taolioù-gren, diskouezhadegoù, c’hoarioù : digor eo ar programadur.

Evit ar wech kentañ abaoe 2014 e vo aozet an Taol-lañs ivez, d’ar Gwener 19 a viz Mae, evit lakaat ar strolladoù a grou sonerezh a-vremañ e brezhoneg war-wel. Digor eo an enskrivadurioù !

Deuit e darempred ganeomp a-raok fin miz C’hwevrer, evit kemer perzh ha kinnig ho raktres !

Mignoned ar Brezhoneg

06 11 70 65 92 ha darempred [at] mignoned.bzh

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : Gouel broadel ar brezhoneg, taol lañs, langonnet,
logo Mignoned ar Brezhoneg 3 straed al lezenn 56000 Gwened www.mignoned.bzh contact@mignoned.bzh 06 11 70 65 92
[ Gwelout pennadoù all Mignoned ar Brezhoneg]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons