Publié le 9/01/17 10:33 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

D’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet Gouel broadel ar brezhoneg 2017 e Langoned (56-Kreiz Breizh), gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. Gouel an holl brezhonegerezed ha vrezhonegerien eo an darvoud-mañ. Sonadegoù dindan ur chapito, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, c’hoariva, standoù, ur fest-noz, ur gêriadenn tro-dro d’an niverel zo raktreset dija.
Ur c’hevrat zo bet sinet etre ar gevredigezh he doa aozet ar Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan ha Mignoned ar brezhoneg evit ma vefe doujet ouzh karta ar gouel. Gant ar gevredigezh Bod Kelen hag a labour war tachenn Bro ar Roue Morvan e kenlabouromp ivez.
Pediñ a reomp an holl dud, strolladoù pe kevredigezhioù a fell dezho kinnig ur raktres d’en ober. Abadennoù, atalieroù, taolioù-gren, diskouezhadegoù, c’hoarioù : digor eo ar programadur.
Evit ar wech kentañ abaoe 2014 e vo aozet an Taol-lañs ivez, d’ar Gwener 19 a viz Mae, evit lakaat ar strolladoù a grou sonerezh a-vremañ e brezhoneg war-wel. Digor eo an enskrivadurioù !
Deuit e darempred ganeomp a-raok fin miz C’hwevrer, evit kemer perzh ha kinnig ho raktres !
Mignoned ar Brezhoneg
06 11 70 65 92 ha darempred [at] mignoned.bzh
- GOUEL BROADEL AR BREZHONEG : les amoureux de la langue bretonne pourront se retrouver les 2 et 3 juillet 2021 ! par La rédaction le 12/06/2021
- L'état de la langue bretonne en 2019 (#GBB2019) par BREZHOWEB le 26/06/2019
- Stad ar Brezhoneg e 2019 (#GBB2019) par BREZHOWEB le 26/06/2019
- Gouel Broadel ar Brezhoneg: Le programme complet! par Mignoned ar brezhoneg le 16/05/2019
- Programm klok Gouel Broadel ar Brezhoneg par Mignoned ar brezhoneg le 16/05/2019
- Gouel Broadel ar Brezhoneg: Ur sapre programm! par Mignoned ar Brezhoneg le 01/04/2019
- Gouel Broadel ar Brezhoneg: Les têtes d'affiches dévoilées par Mignoned ar Brezhoneg le 01/04/2019
- Rock and musette ba Langonnet : Taol Lañs liesliv par Kerne Multimédia le 26/05/2017
