Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Aotroù Yves Amiard, achu eo koulz mat an trevadenniñ
UDB Kreiz Breizh n'eo ket evit degemer doareoù servijoù ar Post e Breizh. Goude bezañ serret kalz a dier-post er c'humunioù war ar maez, bremañ e c'houl, an Aotroù Yves Amiard, ma vo skrivet anvioù straedoù kêrioù ha bourkoù Breizh-Izel en galleg, evit ma vo gouest o mekanikoù da lenn ar chomlec'hioù war ar goloioù lizher.
Hervé Le Gall pour UDB Kreiz Breizh le 17/01/09 15:37

UDB Kreiz Breizh n'eo ket evit degemer doareoù servijoù ar Post e Breizh. Goude bezañ serret kalz a dier-post er c'humunioù war ar maez, bremañ e c'houl, an Aotroù Yves Amiard, rener ar Post evit departamant Penn-ar-Bed ha departamant ar Morbihan, ma vo skrivet anvioù straedoù kêrioù ha bourkoù Breizh-Izel en galleg, evit ma vo gouest o mekanikoù “didoueziañ al lizheroù” da lenn ar chomlec'hioù war ar goloioù lizher.

Hervezañ, ar mekanikoù-se n'int ket gouest da intent brezhoneg, abalamour d'ar skraboù zo pa skriver an anvioù-lec'h en hor yezh.

Aotroù Yves Amiard, achu eo koulz mat an trevadenniñ ; deoc'h da c'hout, bremañ e ra parti ar brezhoneg, hervez Bonreizh ar Stad-C'Hall, eus glad ar Republik. Neuze e c'houlennomp diganeoc'h da zoujañ ouzh Bonreizh Bro-C'Hall. Deoc'h, neuze, da gempenn ho mekanikoù ma c'hello anezhe lenn hor yezh, pe mod all, e c'hellit, ivez, implijout tud ouzhpenn d'ober war-dro an didoueziañ lizheroù e Breizh-Izel.

Evit ma vo doujet ouzh parded ar sitoianed gant al lezenn e c'hellit goul, ivez, ma vo dilammet ar skraboù pa vez skrivet chomlec'hioù en galleg : Lassemblée Nationale, Lécole Jules Ferry, rue de Lavenir...

Penaos e c'hellit krediñ goulenn gant dilennidi Breizh dilezel o yezh hag implijout ar galleg en he flas, ha kement-se peogwir n'eo ket ho mekanikoù eus ar re wellañ ?

Pobl Vreizh hag ar brezhoneg o deus ar gwir da vezañ; hag un aozadur a servij publik ; e-giz an hini a rit war e dro, a rank doujañ oute. Aotroù Yves Amiard n'omp ket e mod ebet evit degemer ho koulenn a zo dismegañsus evit tud hor Bro.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve Ar Gall

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons