Put your name here

...
...
Agenda
Anvioù an dud Erminiget e 2022 a zo bet embannet gant Skol Uhel ar Vro
Lid an Erminiged a vo savet e Josilin (56) e miz gwengolo 2022. Embannet eo bet anv an degemeridi.
J-L Le Floc'h
Publié le 5/08/22 13:03 -- mis à jour le 05/08/22 13:18

Evel bep bloaz e dibenn an hañv e vez roet Kolier an Erminig, skedus anezhañ, gant Skol Uhel ar Vro da Vreizhiz (pevar den, paotr pe blac’h).

Urzh an Erminig hirio ha dre an istor

Emañ Urzh an Erminig un urzh a enor ha keodedel, savet e 1972, hag a ro enor da bennoù braz kemeret perzh gante, pe e sked Breizh, pe e stourm evit mirout bev he glad hag he sevenadur, he yezhoù en o souezh. Dont a ra e anv eus un urzh a varc’hegiezh bet savet gant an Dug Yann IV Moñforzh e 1381. D’ar mare-se e veze roet eñ da dud a bep seurt, ne vern e vefent paotr pe blac’h, ne vern e teufent diouzh ar bobl pe diouzh an noblañs.

Emañ ar bloaz-mañ hanterkantvet deiz-ha-bloaz adsevel ar merk a enor-mañ.

Pevar degemeriad e 2022

Ar pevar degemeriad eürus eus ar C’holier er bloaz-mañ a vo :

. Anne QUEMERE, plac’h a vor ha sportourez

. Michel CHAUVIN, stourmer ha savour-arvest.

. Yves LEBAHY, douaroniour ha difenner an aod breizhat

. Olier AR MORGN, yezhour ha bet penn-rener Ofis ar Brezhoneg , ar frammadur ofisiel a zo e bal lakaat war well ha difenn hon yezh.

E Kêr Josilin e vo al lidañ e 2022

Bez e vo al lid e Kêr Josilin (Kreizenn sevenadurel ar Skoed / Centre culturel de l’Ecusson), d’ar Sadorn 15vet a viz Gwengolo, da 2eur hanter d’abardaez.

Mont-e-barzh dieub ha digoust gant ma vo lakaet anv an-unan war ar roll en a-raok.

Skrivet eo ar pennad-mañ diwar hini e galleg («Les noms des Herminés 2022 annoncés aujourd'hui par l'Institut culturel de Bretagne»), embannet gant an ABP

Pennad gant Philippe Argouarch (Erminig, 2015). Brezhoneg gant J-L Le Floc’h

Document PDF 55718-cquepressehermine2022.pdf . Source : ICB
Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.