- Communiqué de presse -
ANPE Brest hag ar c’hemennadennoù divyezhek galleg/brezhoneg : un eil kartenn velen
Un nebeud sizhunvezhioù zo, renerez Ti ANPE Brest-Siam e oa bet kaoz diouti peogwir he doa nac’het embann div gemennadenn labour bet savet e galleg hag e brezhoneg. Diwan en doa kaset an div destenn divyezhek-se peogwir e ranke an dud bezañ brezhonegerien anezhe evit gellout kaout ar plasoù labour-se.
Par Hervé Le Gall pour UDB le 12/12/05 18:54

Un nebeud sizhunvezhioù zo, renerez Ti ANPE Brest-Siam e oa bet kaoz diouti peogwir he doa nac’het embann div gemennadenn labour bet savet e galleg hag e brezhoneg. Diwan en doa kaset an div destenn divyezhek-se peogwir e ranke an dud bezañ brezhonegerien anezhe evit gellout kaout ar plasoù labour-se. Da heul seurt kunujennoù hag an doareoù dismegañsus-se, Unvaniezh Demokratel Breizh he doa aozet ur vanifestadeg d’an 28 a viz Here dirak Ti ANPE Brest-Siam.

Ha sed-aze, d’e dro, rener Ti ANPE Brest-Observatoire da nac’h, embann ur gemennadenn divyezhek a-berzh Arvorig FM, pa fell d’ar radio-se kaout daou animatour brezhoneger hanter-amzer.

Dalc’hmat ar memes arguzennoù toull gante o kemer harp war al lezennoù ( rann 2 ar vonreizh, lezenn Toubon). Diboell eo penn-da-benn. Ar c’hemennadennoù-se a zo diouzh al lezenn. Bez e c’hellont bezañ komprenet gant an holl peogwir int divyezhek. Ma ranker diouzh al lezennoù-se sevel ar c’hemennadennoù e galleg, ne verzont ket implij ur yezh all estreget ar galleg.

Gall’ a raer lenn ivez, e testenn lezenn n° 94-665 ar 4 a viz Eost 1994 a denn da implij ar galleg (lezenn Toubon anezhi), en e rann 21 : « Diferadurioù al lezenn-mañ a zo lakaet e pleustr hep ober gaou d’al lezennadur ha d’ar reolennaoueg a denn d’ar yezhoù rannvro ha ne savont ket a-enep d’o implij » .

Gant un tamm fent e verzomp Tier Brest an ANPE o vont re bell ganti da lakaat e pleustr al lezenn pa vez kaoz eus ar brezhoneg hag e-keit-se an ANPE dre-vras bezañ laosk-tre e keñver al lezenn pa vez kaoz eus ar saozneg. Embann a ra kemennadennoù labour savet e soazneg holl, war-bouez nebeut, kuit a droidigezh e galleg, Dav eo prouiñ ? Sellet ouzh an div gemennedenn kevret. An doare-se d’ober a zo maez al lezenn penn-da-benn, un torfed anat d’al lezenn « Toubon » , he fal kentañ dezhi eo stourm a-enep « donidigezh drastus » ar saozneg.

UDB a soñj dezhi eo mantrus enebiezh ANPE Brest a-enep implij ar brezhoneg er c’hemennadennoù labour. Un implijer a fell dezhañ tuta ur brezhoneger e Breizh o tennañ gounit eus ar brezhoneg ouzhpenn ar galleg ne c’hellfe ket en ober ! Ar bed o treiñ da fall eo ? Anat deoc’h, UDB a ranko mont en-dro war an dachenn ma ne ya ket war wellat doareoù an ANPE en deizioù o tont.

Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg ( hele-gall [at] wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)

Ronan Divard, Mouezh UDB ( ronan.divard [at] wanadoo.fr; 02 98 07 01 32, 06 32 29 30 84)

UNION DEMOCRATIQUE BRETONNE – UNVANIEZH DEMOKRATEL BREIZH BP 80 722 – 44007 NANTES / NAONED Cedex 01; udbbzh [at] voila.fr

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons