Anna Romanovna Mouradova: ar Brezhoneg ? Ur yezh c’hwek-tre ha barzhonius-kenañ !

-- Langues de Bretagne --

Interview
Par La rédaction

Publié le 28/07/20 0:41 -- mis à jour le 28/07/20 10:42
50782_1.jpg
Kolier an Erminig 2020 Anna Romanovna Mouradova

[ABP] Ha kelennet ho peus ar yezh e Skol-Veur Moskou ?

[Anna Mouradova] Ya, avat, etre 1997 ha 2011. O paouez echuiñ ma studioù e oan e Skol-Veur ar Yezhoù e Moskou, ma m’eus kendalc’het ma studioù eno, goude bezañ bet tapet ganin ma Diplom e Skol-Veur Roazhon 2 (departamant Brezhoneg ha Keltieg). Kinniget eo bet din skrivañ un dezenn e-barzh Ensavadur Enklaskoù war ar Yezhoù (Akademiezh Skianchoù eus bro Rusia). Evel an holl yalc’hourien tezenn er mare-mañ e veze ret din kelenn. Dre e oa ma dezenn he fal yezh al lennegezh vrezhonek dre gomz perak ‘ta ne z’afen ket da gelenn ar brezhoneg?

Er prantad-mañ edo ar skol-veurioù a vro Rusia muioc’h digor evit bremañ. Kentelioù zo hag a oa tonket nompas evit studieren nemetken mes evit tudoù all, dre vraz.

Diouzh ar c’hiz e oa ar yezhoù keltiek daoust dezhe nompas bezañ kalz a vrud dezhe. Dre-se e oa ar re yaouank o tizoloeiñ ar sonerezh geltiek, en he barzh Alan Stivell, Tri Yann ha reou all.

O vezañ an arbennigourez nemeti war ar brezhoneg on bet pedet e MGU (Skol-Veur ar Stad e Moskou) da gelenn di ar brezhoneg ha diwezatoc’h kinnig kentelioù war al lizheregouriezh geltiek.E-touez ma studierien e oa reoù da zont da vezañ yezhourien, mes e oa ivez sonerien hag a zo deuet ar vrud d’ar sonerezh vreizhat a-drugarez dezhe, tamm ha tamm e bro Rusia. Bez e oamp ar memes oad tamm pe damm. A-wechoù da heul ar gentelioù brezhoneg, da noz, e oa ar studierien koulz hag o c’helenner o tañsal ar c’horoll fisel pe ar gavotenn, e tier-noz Moskou. An amzer-wechall e oa, un amzer all !

Cheñchet an traoù pa voe ret d’ar Skolioù-veur dont da vezañ askorus – evel e pep lec’h. Evit abegoù arc’hantus, meur a zanvez o deus bet skarzhet kuit yezhoù ral en o souez. E 2011 e oe ret din chom a sav gant va gentelioù brezhoneg, ar pezh a zo bet domaj braz evit ma studieren koulz hag evit ma genvreudeur daoust deomp bezañ daremprejoù mat etrezomp-ni betek-henn. Ur wech an amzer pa teuan e Moskou e kinnigan kentelioù brezhoneg er MGU. Mes an dra-se ne c’hell nemet reiñ un tañva eus ar yezh.Chom a ra memestra ul levr-studiañ bet skrivet ganin evit ma studierien rusianeger hag evit an holl re a fell dezhe deskiñ ar brezhoneg.Ur plac’h yaouank rusianez, Yulia Borisova hec’h añv, bet implijet ganti ma hentenn a zo deuet da vezañ ur skrivagnerez e brezhoneg, brud vat dezhi.

[ABP] Ha gwir eo ho peus kroget gant ar brezhoneg d’an oad a 15 vloaz ? Perak ar brezhoneg ?

[Anna Mouradova] Ya, gwir eo. A-viskoazh e blije din ar yezhoù dibaot, ha pa oan-me ur plac’h vihan. Pa vezer ganet e-barzh ur familh hag a vez komzet un tamm ur yezh minorelaet en he c’hreiz, n’eo ket souezhus ! D’an oad a 12 vloaz am eus desket al latineg ma unan-penn, evit en em ziduiñ just a-walc’h. Mes boutin eo al latineg. Me a felle din deskiñ ur yezh ha den ebet ne ouie anezhi em vro ! Dre ma oan o teskiñ ar galleg dija e ouien hag e oa eus ar brezhoneg.

Ha bremañ ijinit ‘ta an diaester da zeskiñ : e 1988 emaomp, en URSS (Unvaniezh ar Republikoù Sokialour Sovietek), ur vro serret he harzoù. N’eus na genrouedad, nag urzhiataer hiniennel. En amzer-se n’eus tra ebet seurt-se ! Prennañ ul levr e bro Frañs ? Diposubl toud ha ne c’helle den ebet soñjal en an dra-se ! Al levraouigi nemetken o doa droad d’en ober ! Hag evit lakaat ma añv e vije ret din bezañ erruet en-tu all da 16 vloaz. Ne oan nemet 15 vloaz ha ne oan ket evit gortoz. Neuze e ‘z’an war-eeun da Ensavadur Enklaskoù war ar Yezhoù, a-zindan Akademiezh Skianchoù eus bro Rusia, evit goulenn digant ar sekretouriezh mard ez eo ur mailh war ar yezhoù keltiek hag a c’hellfe reiñ un tamm sikour din. Morse n’am eus komprenet perak o deus taolet evezh ouzhin gant siriusted. Ambrouget on bet da Viktor Kalygin, anezhañ un den barrek brudet ha savet gantañ meur a levr diwar an henn-iwerzhoneg. A-oad ganin eo e verc’h ha setu perak, kredapl braz, en deus bet gouest d’am heñchañ ha treuskas din gouiziegezhioù diazezel e tachennad al lizheregouriezh geltiek. Diwezatoc’h ez eo eñ deuet da vezañ ma rener-tezenn. Hemañ eo en deus prestet din, e 1988, al levr Komzom, lennom ha skrivom brezoneg digant Tricoire. Dre-se on bet gouest da gregiñ e-barzh ar brezhoneg ma-unan penn.

[ABP] Mes pet a yezhoù a reoc’h gante pe a skrivit ?

[Anna Mouradova] Meur a yezh a ouian mes ne c’hellan ket lâret e mestronionañ mat-tre an holl deusoute. Ar Rusianeg eo ma yezh-vamm pa vez an assyrieg (anvet ivez an arameeg a-vremañ) ar yezh kostez va zad. Gouzout a ran ivez ar brezhoneg, ar saozneg, ar galleg, lenn a ran al latineg, kompren a ran ar c’hembraeg hag ar c’herneveureg. Graet am eus ivez Alamaneg, henn-Gresianeg, un tammig a henn-Iwerzhoneg, daoust din nompas bezañ bet re a ezhomm deusoutan. Evit ar mare, emaon o teskiñ ar georgianeg hag an arabeg.

[ABP] Perak emaoc’h-c’hwi tost ho kalon ouzh ar brezhoneg ?

[Anna Mouradova] Ur yezh c’hwek-tre ha varzhonius-kenañ eo.

[ABP] Skrivañ barzhonegoù e brezhoneg a blij deoc’h ?

[Anna Mouradova] Ya, din-me e seblant emañ ar brezhoneg ur yezh mat da skrivañ barzhonegoù ganti. Ouzhpenn-se ez euz un hengoun barzhonegel e brezhoneg a denn eus ar Grenn-Amzer hag a zo anezhi bev-buhezek c’hoazh. Ur blijadur eo sevel skridoù varzhonegel e brezhoneg !

[ABP] Troet e brezhoneg ho peus aozerien rusian ha georjek. Ha troet ho peus aozerien vreizhat ha vrezhoneger en ur yezh all ? Peotramant peseurt aozerien vreizhat ho pefe c’hoant da dreiñ o skridoù ?

[Anna Mouradova] Lennerien rusian a zo tomm o c’halon ouzh marvailhoù boblek ha mojennoù. Setu perak ‘m eus troet marvailhoù digant Luzel, Troude ha Milin, meur a damm eus « Mojenn an ankoù » digant Anatole Ar Braz, mojennoù digant Youn Ar Moal. Degemeret mat eo bet an droidigezhioù-mañ gant al lennerien rusianer. Neuze e soñj din treiñ gwerzioù vreizhat evit o embann e bro-Rusia

[ABP] Degemeriad hoc’h evit Kolier an Erminig 2020. Ha lorc’h zo ennoc’h ral ar gopr-se ? Petra a dalv evidout ?

[Anna Mouradova] Pebezh goulenn ! A-dra sur ez eus lorc’h ennon, rak-se ! Un enor braz eo evidon : talvezout a ra ez eo bet prizet ha barnet pouezus al labour graet ganin, ma vuhez-pad pe dost.

[ABP] Hirio an deiz emaoc’h o vevañ e Tbilisi e bro Georjia. Daoust hag emañ ar vro-se hini ho kwriziennoù asiriek ?

[Anna Mouradova] Ganet eo bet ma zad e Tbilisi e bro Georjia. Bevet en deus amañ a-raok mont da Voskoù evit studiañ en ur skol-veur ha labourat eno da heul. E familh dezhañ, niverus, meur a rummad enni, a vev e bro Georjia evit poent. Bro Georjia koulz ha bro-Rusia a zo ar vroioù ma teuian deusoute.

[ABP] Daoust hag e c’helloc’h lârout deomp ur gêrig diwar an Asirianed ? Petra int : ur gumuniezh genelek pe relijiel ? Hag ur bobl- distad e vefe, stlabezet e broioù ar Reter ?

[Anna Mouradova] An Asirianed a zo ur gumuniezh genelek ma z’eo pouezus-kenañ ar relijion gristen evite. Siwazh dezhe, n’emañ ket ar jeu zouaroniel-bolitikel en e wellañ evit ar Gristenien. Skoet eo bet an Asirianed gant meur a c’houennlazh, an hini diwezhat o vezañ bet p’o deus freuzet sponterien Daesh (Stad Izlamek) an douaroù ma oa an Asirianed perc’henned warne, e bro Siri koulz hag e bro-Irak. Siwazh, n’eus nag a stad deomp-ni nag a emrenerezh e-korf ur stad, ar pezh a zegas deomp kalz a gudennoù.

E 2015...e-pad ar brezel...on bet e ti mignoned din, anezhe Asirianed, e bro Irak. Eno am eus gwelet pegen gouzañvet e deus hor pobl, ur wech c’hoazh. An dra-se e n’eus lakaet ac’hanon da soñjal en istor ma familh ma voe roet dezhi kuitaat bro-Iran evit erruout evel repuidi e bro-Georjia, e dibenn an naontekvet kantved.

[ABP] C’hwi a oar an arameeg, yezh an Asirianed, hag a vefe bet hini an Aotroù Krist ?

[Anna Mouradova] Lâret e vez se a-wechoù. Mes dav eo kompren mat edo arameeg Jezuz-Krist disheñvel a-walc’h (pe a-grenn?) diouzh ar rannyezhoù arameek a-vremañ. Ar yezh ez an ganti gant ma amezeien e Tbilisi, n’emañ ket hi heñvel ouzh hini implijet gant Jezuz evit komz d’an Ebestel. Bez ez eus daou vil (2.000) bloaz a bellder etrezomp, memestra ! Koulskoude, ar frazenn « Sav en da sav ! » a vezen o lavarout d’am blac’hig bep mintin pa oa hi bihan toud, a zo heñvel ouzh ar frazenn arameek brudet-kenañ eus an Aviel. [« Talitha koumi ! » Mark 5.41, addendum d’an droidigezh].

[ABP] Bennozh Doue evit toud ar pezh ho peus graet evit ar Brezhoneg. Ha gourc’hemmenoù evit ho Kolier an Erminig ! (voir notre article)

(1) Hirio, er-maez eus ar vroioù « geltiek », n’eus nemet Skol-Veur Harvard vez kelennet ar Brezhoneg ganti.

Interview gant Philippe Argouarch

Troidigezh gant Yann-Lukas Le Floc’h

Voir aussi :
mailbox imprimer

Vos commentaires :

Naon-e-dad
Mercredi 5 août 2020

Diwar istorioù yezhoù kozh broioù ar Reter (estreget an hebraeg: arameeg, siriakeg), gwellet ur pennad amañ (lec'hienn aleteia.org) e galleg:

(voir le site)

ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.

--Publicité--
yoran embanner