Gouel broadel ar brezhoneg : pebezh startijenn gant tud Bro-Dreger ! Awenet an dud gant seizh avel ar varzhez veur Anjela, war he roudoù arzourien all, kanerien hengounel a galite, mammoù Diwan, krennarded bet desket brezhoneg ganto en hentennoù divyezhek ...

Un tamm tro e Kawan disadorn : goude ar c'hrogad c'hoariva war ar prim heuliet gant ur c'hant bennak a dud, setu abadennoù sonerezh. Dindan an deltenn vras, e sal ar gouelioù hag er c'habaret.

Setu Anjela Duval lennet ha kanet gant Lou-Jakez Suignard, a raio ivez "Tchatchatcha Douarnenez", tonioù a bep seurt, hag er-maez, e-kichen an davarn, ur strollad Euskariz gwisket mod Skos o tañsal ... dañs an houidi ! Kris ar Menn o furchal e hentoù ar c'han hengounel hag ar sonerezh elektronek, Gimol Dru Band hag ar Ramoneurs, pa oa kantadoù a zañserien, o tañsal hardizh gant ar strollad Startijenn ...

Plijadur atav, brezhoneg yezh ofisiel, bank Breizh, hag a bep seurt traoù kinniget d'an dud. Gourc'hemennoù da skipailh Kawan !