Ar peskvagerezh gant Anita Conti 🐟/ ⛴️ La pisciculture par Anita Conti - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 214 vues
Anita Conti a oa unan eus ar re gentañ o prederiañ war ar pesketa betek re.
Eus aodoù Breizh da aodoù Afrika ar C'hornog, he doa Anita Conti tremenet he buhez o studiañ ar mor hag an teknikoù pesketa.
Merzet he doa buan e teufe kudennoù ma talc'hent ar besketourien da deniñ kement a besked eus ar mor.
Hi a oa unan eus ar re gentañ o klask sachañ evezh an dud war dañjer ar pesketa betek re.
An Istor Livet 'zo an abadenn Brezhoweb gouestlet d'an istor ha Nikolaz a lak war-wel buhez Anita Conti er rann-se, hag ar pezh he doa degaset da ved ar pesketa.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg, da welet o klikañ amañ
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !