
Ret e oa d'ar gevredigezh An Ti Glas, hag a aoze abaoe 2001 kentelioù brezhoneg e Gourin, Ar Sent ha Langoned, paouez kentelioù Gourin ha Langoned evit ar bloavezh goude
Ret e oa d'ar gevredigezh An Ti Glas, hag a aoze abaoe 2001 kentelioù brezhoneg e Gourin, Ar Sent ha Langoned, paouez kentelioù Gourin ha Langoned evit ar bloavezh goude bezañ bet ur gudenn gant an Ao. Erwan Lelièvre, kelenner er c'hêrioù-se.
Koulskoude e vo adkroget ar c'hentelioù gant ur c'helenner nevez e miz Gwengolo evel eo bet lavaret.
Evel just, kentel ar re varrek en Ar Sent a gendalc'h e diwallerezh ar skol d'ar Meurzh etre 8 e 15 ha 9 e 45 gant an AO. André Raoul, a ro kentelioù abaoe bloavezhioù a zo en un endro laouenek, ha gallout a rit kejañ gant ar strollad c'hoazh.
E Forum Breizh Langoned e vo ar gevredigezh da ginnig deoc'h he obererezhioù.
Titouroù M'ho peus c'hoant da gaout titouroù, gallout a rit dont e darempred gant – An Ao. Guy Bec (prezidant, e galleg) 06 11 04 76 91 – pe gant An Di. Stéphanie Le Pelleter (besprezidantez, e galleg pe e brezhoneg) 06 84 05 98 77, – hag ivez dre postel : antiglas@yahoo.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !