Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
ANNONCE du film sur FR3
ANNONCE du film sur FR3
- Communiqué de presse -
An teulfilm « Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer » war France 3 Breizh d\'ar 25 a viz Here da 10e55
Teulfilm 52 mn - Sevenet gant Mikael Baudu - Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel
Par André Métayer pour Amitiés kurdes de Bretagne le 23/10/15 15:13

Teulfilm 52 mn - Sevenet gant Mikael Baudu - Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh

Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus Keneildedoù Kurd Breizh. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.

Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer, kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.

L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons