Laouen e vo Ofis ar brezhoneg ouzh ho tegemer war e stand e Brest 2008 (11-14 a viz Gouere), e festival an Erer Kozh e Karaez (18-20 a viz Gouere) hag en Emvod ar Gelted en Oriant

Laouen e vo Ofis ar brezhoneg ouzh ho tegemer war e stand e Brest 2008 (11-14 a viz Gouere), e festival an Erer Kozh e Karaez (18-20 a viz Gouere) hag en Emvod ar Gelted en Oriant (2-10 a vie Eost).

Aes e vo kavout al lec'h ma vo staliet an Ofis dre ma 'z eus bet krouet ur stand da zegemer an dud ha da vrudañ ar yezh aesoc'h ha bravoc'h.

Deuit da zizoleiñ dafar nevez an Ofis da lenn war al lec'h pe da gas ganeoc'h : hor plaketenn war an divyezhegezh abred, ar geriaouegi savet gant TermBret, Spilhennig, arouez ar vrezhonegerien ha meur a dra all.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus