Dalc'het e vo ur stand gant an Ofis e saloñs Azimut Brest evit kelaouiñ al liseidi diwar-benn ar micherioù a c'houlenn e vefe komzet brezhoneg. D'an 22, 23 ha 24 a

Dalc'het e vo ur stand gant an Ofis e saloñs Azimut Brest evit kelaouiñ al liseidi diwar-benn ar micherioù a c'houlenn e vefe komzet brezhoneg.

D'an 22, 23 ha 24 a viz Genver 2009 e vo degemeret liseidi Brest, hag ar c'humunioù a-ziwar-dro war stand an Ofis e saloñs Azimut staliet Park an diskouezadegoù er Penfell.

Gant tud an Ofis e vo respontet d'an holl c'houlennnoù diwar-benn ar stummadurioù war ar yezh hag ar micherioù a implij ar brezhoneg.

D'an deiz a hiziv ez eus bet enrollet war ar 5 departement ouzhpenn 1000 implij labour leun amzer (gant ar brezhoneg evel dezverk enfredañ) gant Arsellva an Ofis. Ezhommoù bras a zo en deskadurezh met ivez e bed ar c'hleweled hag ar buheziñ.

En egorenn B22 e vo kavet stand an Ofis adalek 9 eur betek 5 eur g.m..

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus