Kollet ez eus bet 100 000 brezhoneger en ur ober c'hwec'h vloaz, etre 2018 ha 2024. Penaos e vo an traoù a-benn 20 bloaz ? Abegoù da gaout spi zo memes tra ?
Par Émile Granville pour ABP le 25/01/25 19:52
Betek bremañ e veze e soñj an dud war-dro 200 000 a vrezhonegerien bepred. Digresk a oa da c’hortoz met den ne gomze eus an dra-se. Betek ma voe embannet d’an 20 a viz Genver 2025 disoc’h enklask TMO gourc’hemennet gant Rannvro Breizh. Tremenet omp eus 207 000 da 107 000 brezhoneger en ur ober 6 vloaz, eus 2018 da 2024. Aet eo an dregantad a dud a gomz tamm pe damm brezhoneg eus 5,7 % da 2,7 %. Pebezh taol penn-bazh ! O vorgousket kement-se e oamp evit chom hep merzhout e oamp hanter varv dija ? Touellet penaos, touellet gant piv ? Ganeomp-ni hon-unan moarvat !
N’eus nemet 65 % eus an dud aterset hag a zo a orin eus Breizh. 35 % anezho a zo diavaezidi hag en o zouez estrenien da vat. Gwashoc’h eo eget e 2018 ma oa bet jedet 30 % a ziavaezidi. Ouzhpenn an drederenn eus ar boblañs n’o deus ket a liamm istorel gant ar vro. Penaos e c’hallfe ar re-se bezañ dedennet gant sevenadur Breizh ha nebeutoc’h c’hoazh gant ar brezhoneg ? War-bouez hiniennoùigoù zo, evel-just ! Setu tachenn an douaroù frouezhus strishaet da vat… Dav e vefe menegiñ ivez ar feur gouennañ e Breizh hag a zo war an diskar. Ma vez nebeutoc’h a Vretoned yaouank e vo nebeutoc’h a vrezhonegerien er skolioù, anat eo ! Ret e vefe kaout ur politikerezh emsavus evit an tiegezhioù ivez.
Dre m’eo bet marvet kalz a vrezhonegerien e Breizh-Izel e kresk eus an tu all pouez ar vrezhonegerien e Breizh-Uhel. 81 000 anezho zo e Breizh-Izel (- 96 000), ha 23 000 e Breizh-Uhel (- 4000). Ur brezhoneger diwar pemp o vevañ e Breizh-Uhel enta ! Ken m’eo deuet ar feurioù a vrezhonegerien da vezañ tost a-walc’h an eil re ouzh ar re all en daou du eus ar vro : 2 % e Bro-Redon hag e Bro an Alre ; 3 % e Bro-Ploermael hag e Bro-Gwened, 4 % e Bro-Brest ! N’eus nemet e Kreiz-Breizh hag e Bro-Dreger e talc’h ar brezhoneg gant feurioù war-dro pe ouzhpenn 10 %.
Evit kaout ur sell resis ouzh stad an traoù ez eo splannoc’h sellout ouzh ar sifroù ha n’eo ket ouzh an dregantadoù. Ar vrezhonegerien, a zo etre 15 ha 24 bloaz, a zo 8560 e 2024 e-lec’h 6210 e 2018, da lavaret eo + 2350. Ar re etre 25 ha 39 bloaz : 11770 e-lec’h 4140, + 7630. Ar re etre 40 ha 59 : 22470 e-lec’h 45540, - 10650. Ar re etre 60 ha 69 : 24610 e-lec’h 45540, - 20930. Ar re a zo ouzhpenn 70 bloaz : 39590 e-lec’h 117 990, - 78400.
Hag er bloavezhioù a zeu ? Diaes eo jediñ ez-resis evel-just. Klasket e vo ober ur jedadenn memes tra a vras en ur zerc’hel kont eus ar c’hresk a zo bet e-pad ar 6 vloaz diwezhañ gant ar rummadoù oad etre 15 ha 24 bloaz hag etre 25 ha 39 bloaz. Ur c’hresk bihan-tre eo: 1663 brezhoneger nevez bep bloaz ! Lakaomp 2000 brezhoneger nevez bep bloaz. A-benn 10 bloaz e c’hallfe bezañ 107 000 - 39 590 + 20 000 = 87 410. A-benn 20 bloaz : 107 000 - (39 590 + 24610) + 40 00 = 82 800. Merzhout a reer, en desped d’an digresk c’hoazh, e chomfe stabil a-walc’h an niver a vrezhonegerien. Un niver bihan eo, gwir eo, a c’hall bezañ a bouez memes tra ma vez ar vrezhonegerien mennet start hag oberiant-tre er gevredigezh. Padal e yelo ar feur a vrezhonegerien war zigresk dre ma kresko poblañs hollek ar vro.
Abegoù zo da gaout spi ? 34 % eus an dud a blijfe dezho gouzout brezhoneg e Breizh-Izel, 33 % e Breizh-Uhel. 72 % anezho a zo a-du gant muioc’h a gelennadurezh e brezhoneg ha 29 % anezho prest da lakaat o bugale da zeskiñ brezhoneg ; 74 % a du gant panelloù divyezhek ; 70 % evit ur chadenn skinwel pe skingomz e brezhoneg ; 56 % evit muioc’h a vrezhoneg er servijoù foran. Ar sifroù-mañ zo mat a-walc’h memes tra petra bennak m’emañ an disfiziañs e dazont ar brezhoneg war gresk : 43 % e 2024 e-lec’h 37 % e 2018. Gallout a reomp gounit muioc’h a vrezhonegerien oberiant avat. N’eus nemet 21%, 16%, 12% eus ar vrezhonegerien a selaou ar skingomz, a lenn levrioù, a sell ouzh ar skinwel alies. Diskouez a ra ar sifroù enta ez eus tachennoù bras da c’hounit gant ar c’hevredigezhioù c’hoazh gant ma vo labouret evit ar brezhoneg da vat ha n’eo ket evit ideologiezhioù ne ra forzh d’an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien. Ar brezhoneg da gentañ enta !
An tu-kleiz pellañ en deus lakaet e grabanoù war gement aozadur brezhonek a zo a spont an hanter eus poblañs Breizh ha n'eo ket a-gleiz. Poent e vefe digeriñ ar brezhoneg d'an holl Vretoned ha paouez da nac'hañ tud, evel da skouer pa oa bet nac'het rederien eus Breizh Info o devoa paeet o c'hilometr da gemer perzh er Redadeg. Pobl ebet ne ra se war an douar. Ar brezhoneg zo ur yezh evit an holl dud. Yezh ar gevredigezh hollek e rank bezañ, ha neket un oustilh ideologel eus an tu-kleiz pellañ.
@Emile Granville Trugarez deoc'h da vezañ displeget ker-mat jeu fall ar brezhoneg m' en em gavomp hiziv. Ur galvadenn a zo da sevel da vat ! @ Brogarour Jul Philippe Blanchet ( yezhoniour ) a skriv : "Une idéologie, au sens gramscien, est un système hégémonique d’explication du monde qui exclut toute alternative et toute discussion. Il relève de la croyance et non de la réflexion." Ret eo daveiñ da Antonio Gramsci, komunour e Italia a-raok an eil brezel bed ha lakaet war-wel gantañ pegen pouezus e oa d'ar gomunourien adpakañ sevenadur ar pobloù evit stourm ouzh ar vourc'hizien tuet da levezoniñ an dud dre o sevenadur dezho just a-walc'h... Hiziv an deiz e stader aes krabannoù an tu kleiz war sevenadur Breizh un tammig e-pep lec'h. Pezh zo ne c'hall ket mont an tu kleiz hag identelezhioù ar pobloù gant ar memes hent hollvedel. Un den "nevez" a zo da sevel ganto aboe an dispac'h bras neuze... ha n'eo ket un disheñvel diouzh ar re all. Pep hini diwar ar memes patrom ha mat pell zo ; Rasket ar brizkredennoù, ar yezhoù, ar sevenadurioù, betek ar c'hredennoù. Gant se e vez lakaet diaes treuzvevañ sevenadur ar pobloù ha diaesoc'h c'hoazh hini ar minorelezhioù broadel evel Breizh... Hep disoñj ar stadoù broadel ne c'houzanvont ket kalz ar minorelezhioù broadel kennebeut. Evit mont war ho tu da lavaret eo "Yezh ar gevredigezh hollek e rank bezañ" e soñjan ez eo mallus ha pouezus sevel buan un aozadur nevez a-seurt gant ar CELIB evit saveteiñ ar brezhoneg hag identelezh Breizh... pep talbenn eus popl Vreizh ( bed ekonomikel, kevredigezhel, politikel, religiel ...) a kemerfe perzh eus an aozadur-se. Ar re a fellfe dezho en ober da nebeutañ. Steuñvaet e vefe hentoù pennañ evit deur ar Vretoned betek krouiñ, petra a virfe en ober, un danvez gouarnamant emrenn... Gant ar pezh a c'hoari gant Bro-C'hall hiziv ne welan ket perak ne vefe ket kinniget da Vreizhiz un hevelep raktres... Piv d'ober kement-se?
(0)
Naon-e-dad Le Mardi 28 janvier 2025 10:31
Ar pezh a vank er sifroù-se pe en dregantadoù-se eo kement-mañ : petra eo ur brezhoneger (ur vrezhonegerez) pe kentoc’h petra a dalv brezhonekaat... . Da lâret eo : ar vrezhonegerien, penaos e implijont ar yezh ? E peseurt doare ? A nebeudoù/kalzig a-walc’h, ingal/ral a-walc’h, evit ezhommoù ar vuhez pemdeziek/evit ezhommoù sevenadurel dre levrioù ha mediaoù all, hag all ? . Ma vije bet 207.000 a vrezhonegerien oc’h ober gant o yezh e pep lec’h hag e pep amzer, e bloavezhioù tremenet, e vije bet klevet ar yezh amañ hag a-hont, e kêrioù hag e ruioù, ingal a-walc’h. Eurus ar re a zo e-barzh un emdroadur seurt-se. Din-me, er c’hontrol, e seblant bezañ kuzhet ar brezhoneg... Bremañ hag en dazont ez eo dav diskoachañ ar yezh un tammig (chomomp modest pe dilorc'h ma karit). Hag a-walc’h eo gwelout panelloù divyezhek ? N’eo ket ! Pelec’h klevout ar yezh e lec’hioù publik ? Pelec’h he gwelout muioc’hik ? . Ur skouerenn : En Henbont (Morbihan) em eus gwelet frazenn pe frazenn e brezhoneg ouzh panelloù ofisiel e galleg (evit displegañ labourioù pe raktresoù nevez). Intrudu e-giz-se a zo mat evit silañ ar yezh er vuhez foran, dirak an holl, ha ma vefe a dammoùigoù. Kalon a c’hello reiñ d’ar skolidi, d’an deraouidi, ha d’an holl a oar tamm pe damm ar brezhoneg... . Kaout doujañs ouzh ar yezh zo kaout doujañs ouzh an dud, ha kaout doujañs ouzh ar vro. Hag ivez kaout doujañs ouzh ar gevredigezh a-bezh koulz hag ouzh an demokratelezh, a-benn ar fin. . Ra vo laouen an dud yaouank o vrezhonekaat !