150 vues

Roet e vez "palmoù" gant Cannes, aman avat, e Karaez e vez roet erminigoù...

Roet e vez \"palmoù\" gant Cannes, aman avat, e Karaez e vez roet erminigoù...

An eil genstrivadeg filmoù video a zo bet hiziv e Karaez. 200 skolajiad Pevare klas oa deuet evit dizolein al lise hag ivez evit sellout ouzh 17 film graet gant ar skolajoù Diwan Kemper, Ar Releg, Gwened, hag al lise Diwan e sinema Ar c\'hazeg c\'hlas e Karaez.

E touez 17 film brav, frammet mat, gant istorioù dishenvel-tre, labour ur c\'hlasad a-bezh (gant David ar Gall e Gwened, pe gant Soazig Kerouredan e Kemper), pe strolladoù bihan (Ar Releg, Karaez) e oa ret dibab, ha n\'eo ket bet aes. Setu neuze an disoc\'hoù :

  • erminig ar brezhoneg : \"daou dre gant\", lise Karaez
  • erminig ar senario : \"Kevrin John Black Winter\", skolaj Gwened
  • erminig ar gwellan aktourien : \"an dibab\", skolaj ar Releg
  • erminig ar gwellan sonerezh : \"ar c\'hoarier\", skolaj ar Releg
  • erminig ar sonerezh : \"ar c\'hoarier\"
  • erlinig an arvesterien : \"Gwallhunvre\", lise Diwan Karaez
  • erminig aour : \"ar journal\", skolaj ar Releg

Mennegoù evit
- Kombod TV gant skolaj Diwan Kemper

Evit sellout ouzh ar filmoù :
http://kenstrivadeg-an-erminigou.jimdo.com/an-erminigo%C3%B9-2013/