Ar 15 vet foar vio Landerne a vo dalc'het d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Meurzh. Evel bep bloaz e vo skol Diwan ar barrez oc'h ober he jeu

Ar 15 vet foar vio Landerne a vo dalc'het d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Meurzh. Evel bep bloaz e vo skol Diwan ar barrez oc'h ober he jeu en espas Sant Ernel e-pad daou zevezh. 110 diskouezher a zeuio. Boued bio, fourmaj, kig, bara, fruezh,eoul ha gwinegr met ivez gwin, sistr, chugoù. Mod all e vo kavet ivez produoioù ar c'horf, saverien ekotiez ha penaos ober evit espern energiezh ul lojeiz.

15 vet foar vio Landerne 16 ha 17 a viz Meurzh
15 vet foar vio Landerne 16 ha 17 a viz Meurzh

Prezegennoù :

An tem dibabet ar bloaz man eo ar c'hemmoù enerjetik er bed a-vreman. Setu aman roll ar prezegennoù :

D'ar sadorn 16 da 11 eur : Philippe Dauguet ijnour an energiezhoù a sacho hon evezh war dalc'h an energiezhoù renevezet (heol hag avel)

Da 2 eur : Jean Luc Fleureau prezidant eco solar Breizh a ziskouezho ar raktrez "Aostrali, 100 km dre eur diwar nerz an heol".

Da 4 eur : An ijinour Mickaël Feuildet a gomzo diwar benn ar produksion elektrisite hag avel digreizennet, da lared eo penaos produin energiezh er gêr.

D'ar sul 17 eus ar beure : Dont a ray Jean Pierre Pradillon kelenner gant an Ensta Brest. Heman a bouezo war nerz naturel ar mor.

da 2 eur : Jean Luc Roux eus "l'action bâtiments durables armoricains"a glasko ganeoc'h mont pelloc'h evit reolennoù 2012 an difuin.

Ar vreuriezh Gaspare a zeuy da zielfennan ur studiadenn war an elektrisite e Breizh e framm emglev elekrik ar vro.

Eflamm Korneg

Missions de collectages linguistiques en langue bretonne, actuellement enseignant en histoire géographie en langue bretonne et membre actif de l'association des parents d'élèves de Diwan Landerneau.