Fonnapl e oa bet gwerzhet ar 500 skouerenn gentañ tennet ag an DVD Daet eo genin !, embannet e miz Gouel Mikael 2012 get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna. Diaes e
Fonnapl e oa bet gwerzhet ar 500 skouerenn gentañ tennet ag an DVD Daet eo genin !, embannet e miz Gouel Mikael 2012 get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna. Diaes e oa daet da gavout e miz Genver dija. Hir e oa bet donet da benn a denniñ skouerennoù oc\'hpenn met arru int, a-benn ar fin.
An dud a oa bet nac\'het o goulenn a c\'hello monet en-dro d\'o stal-levroù ha razh ar vrezhonegerion intereset ivez, adal m\'o deus tizhet al live A2 (goude daou vlezad skol-noz pe tri miziad stummadur lan amzer).
Pal pennañ ar bladenn a zo gwellaat ar c\'hompren dre selaou. 15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ a gavor enni, tri stumm evit pep hani (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 min. da selaou ;
enrollet get tud a veur a dachad a Vro Gwened ;
7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ;
testennoù ar c\'haozioù get notennoù àr ar c\'heriaoueg ;
etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.
Kit àr lec\'hienn ar Gerlenn, www.kerlenn-sten-kidna.com, da ouiet hiroc\'h : ur video da ziskouez penaos eh a en-dro ar benveg nevez-se (e brezhoneg, galleg ha yezhoù arall), un teuliad-kelaouiñ divyezhek (istoer ar raktres ha titouroù oc\'hpenn), roll an abadennoù ha pennadoù en-dro d\'an DVD er mediaioù ha c\'hoazh.
Moaiand zo ivez goulenn an DVD àr-eeun d\'ar gevredigezh ma kaser ur chekenn 20 ¤ da Gerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 An Alre. Gellet a raer ivez pellgomz da zDavid ar Rouz, 02 56 54 24 38 pe 06 37 15 49 71. Skignet e vez oc\'hpenn ar produ get Coop Breizh da gement stal e Bro-C\'hall hag a c\'houlenn.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !