«An Dreuzat’ dre zaou» 2021: Breizh war vor

-- Mer --

Reportage photos
Par J-L Le Floc'h

Publié le 14/05/21 20:16 -- mis à jour le 14/05/21 20:16

Daleet eo bet ar redadeg bigi-dre-lien rak ar gwall-amzer. Lakaet o deus da ouel an triwec’h bag-dre-lien. Hag int aet kuit eus Konk-Kerne war-zu enez Sant Barthélemy.

Gwall-amzer a-raok an disparti.

Daleet rak ar gwall-amzer, ha rak-se goude ur rakredek e bae ar Forest-Fouenn (Penn-ar-Bed), ez eo aet kuit an triwec’h redermor er-maez eus porzh Konk-Kerne, unan hag unan, dirak un engroez bihan. Yenig e oa an amzer. Un tamm avel a lakae ar c’houmoul skañv o redek en oabl. Kenavo Breizh, emgav a vo a-benn teir sizhunvezh (war-dro penn-kentañ miz Even) en tu all d’ar meurvor atlantel.

Ur redadeg vrudet-tre, abaoe tost da 20 vloaz.

Savet eo bet ar redadeg-se e 1992 evit ar wech-kentañ. Ar 15vet embannadur a vo deusouti. Digas a ra outi ar re wellañ e-touez ar « skipperien » a live uhel-kenañ. Un huñvre eo, evit ar re c’hoantek pe sklouf-sklouf !

Taer e vo an emgann etre ar rederien, ganto ar memes seurt a vag-dre-lien war batrom « Figaro Bénéteau 3 ». An ampartiz, ar skiant-prennet, un tammig chañs ivez, a vo ret d’an holl ha muioc’hig c’hoazh evit ar vag ma z’aio ar maout ganti ! Rak tizh a vo a-dra-sur, hep ehann, evit tizhout « Sant Bart’ », da lâret eo enez Sant Barthelemy, dindan an heol an trec’h!

Bigi-dre-lien a z’a buan-tre !

Savet eo ar vigi-se gant eskell-vor, unan a bep tu, evit lakaat anezho da « zibradan », ha « nijal » a-us d’ar mor, kerkent ha ma vo an avel greñv a-walc’h. Ar pezh n’e vo ket pell da c’hortoz anezhañ, pa weller ar meteo e Breizh koulz hag hini raktreset.

Ha posubl e vo treuzkas ar meurvor dindan an amzer wellañ : 18 devezh, 11 eurvez ha 48 vunutenn? E 2018 e oa bet savet an taol-kêr-se ! Ne vern ! Evit an holl, sklaer eo e vo brav ar Redadeg-se. Penn-da-benn!

Skipailh a zaou zen !

Un dra all, pouezus-kenañ: daou zen zo e-bourzh bep vag. Setu perak ez eo anvet ar redadeg-se : « La Transat’ en double » e galleg, da lâret eo « ar redadeg dreuzatlantek dre zaou zen », pe «an Dreuzat’ dre zaou» lakomp. Dav e vo da bep hini bezañ en e vleud gant e gamalad. En em glevout mat a zo ret. Un alc’hwez eo, pep hini o vezañ skipper pe kenskipper, ne vern !

Paotred ha merc’hed.

Un dra all ivez. Digor eo ar Redadeg d’an holl, paotr pe blac’h. Diwar 36 den, e vez menneget teir blac’h. Koulskoude n’eus skipailh a zaou verc’h ebet. Da lâret eo : ur paotr hag ur plac’h pa vez unan anezhe. Daoust hag ez eo ken pouezhus an nerzh evit c’hoari gant ar funnoù pe kempenn ar goueliadur, pe daoust hag ez eo diaesoc’h c’hoazh kaout arc’hant digant embregerezhioù evit ur plac’h ? Me, ne ouian ket.

Bretoned e-leizh.

Anavezet eo aochoù atlantel su-Breizh, etre Gwened ha Porzh-ar-Forest, evel ar « Sailing Valley » (war batrom ar « Silicon Valley » e bro Galifornia, d’am meno). Gwened, An Oriant, Konk-Kerne, Port-La Forêt (Port-LaF’ evel ma vez lâret, berrig-berr, gant tud ar vor !), setu kreizig-kreiz bed ar gevezadeg dre ouel e Breizh, hag e bro C’hall, hag en Europa memes….pa lavaran mat.

Kalzig a embregerezhioù zo amañ. Kalz-kalz a skiant-prennet. Ha n’on ket hep ankounac’haat bro-Vende, war ar poent-se.

Ma seller ouzh roll ar voraerien e c’heller mennegiñ ez eus kalz a Vretoned e-touez ar rederien. Sellit kentoc’h :

Diwar ur sammad a 36 den, gwellit deus pelec’h e teuont:

. Morbihan 13

. Penn-ar-Bed 9 (pevar anezhe o vevañ e Konk-Kerne)

. Liger-Atlantel 3

. Ill-ha-Gwilun 2

27 den evit Breizh a-bezh ! Da lâret eo, 75% eus an holl dud a zo Bretoned pe a teu deus Breizh !

Ouzh ar c’hourc’h hag ar ouel : brud evit lakaat war well anvoioù an embregerezhioù

N’emañ ket ar vudjed evit bigi seurt-se ken pounner hag hini evit ar « Vendee Globe » da skwer. Setu perak e teu da vezañ posubl d’ar skipperien, a zo ret dezhe rastellat arc’hant, sachañ embregerezhioù rannvroel, ma n’eo ket kevredigezhioù a-wechoù… Sellit pizh ouzh ar fotoioù hag e wellit embregerezhioù eus ar vro. Un doare da lakaat war well an añv a Vreizh e kreizig meurvor atlantel! Setu roll ar vigi (diwar LeTélégramme, kaier ispisial er gazetenn):

. Breizh Cola

. Bretagne CMB - Performance (Kengredit Breizh, ti-bank rannvroel)

. Devenir (Apprentis d’Auteuil) (Kevredigezh a ra war-dro ar grennarded emzivad)

. Bretagne CMB - Océane (Kengredit Breizh, ti-bank rannvroel)

. Cybele Vacances – Team play to B

. Erisma – groupe Sodes - Fondation Tara Ocean (Framm a ra war-dro an endro)

. Gardons la vue

. Guyot environnement – Ruban rose

. Kriss Laure

. Mon Atout Energie.fr

. Groupe Gilbert

. Interaction

. L’Egoïste La cantina St Barth (iskis, n’eo ket ‘ta !)

. Queguiner – Innoveo (Keginer e doare brezhonek)

. Région Normandie

. Skipper Macif (gwelout tachennad sevel bigi-redek "Concept Mer" dindan ren François Gabart, staliet e Konk-Kerne)

. RLC Sailing

. Teamwork

Kalzig a anvioù ne vezont ket anavezet, tamm ebet. Reou all a zo anavezet mat, pe mat a-walc’h dija, ha n’eus ket ezhomm a embregerezhioù etrevroadel divent…evit mont e-barzh ar jeu!

Evito e vo teir sizhunvezh hep kurunennvirus, hep feulsterioù hon bed a zañjer all ! Evidomp-ni e chomo imachoù brav!

Chañs vat dezhe holl. Ma vo brav an avantur-vor evito !

Evit gouzout hirroc’h :

. ofisiel lec’hienn ofisiel transatendouble.bzh

. kazetenn An Delegram

Gerioù :

. askell-vor (liesterioù : eskell-vor pe divaskell-vor) foil(s)

. «an Dreuzat’ dre zaou» (evit « ar redadeg dreuzatlantek dre zaou zen ») « La Transat’ en double »

notenn: kinniget ez eo diganin ar gerioù-se. Laouen e vefen degemer alioù lennerien zo a fellfe dezho lâred tra pe dra diwar-benn-se.

Voir aussi :
tags : Concarneau, Finistère, voile
mailbox imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.