Offre d\'enseignement bilingue dans le premier degré  rentrée scolaire 2007.
Offre d\'enseignement bilingue dans le premier degré rentrée scolaire 2007.

Gant ouzhpenn 30 lec'hiad divyezhek nevez krouet a-hed an 10 vloaz tremenet, e weler, er Morbihan, sifroù kalonekaus evit ar c'helenn divyezhek. Koulskoude eo nec'hus stadañ eo diaesoc'h-diaesañ digeriñ lec'hiadoù

Gant ouzhpenn 30 lec'hiad divyezhek nevez krouet a-hed an 10 vloaz tremenet, e weler, er Morbihan, sifroù kalonekaus evit ar c'helenn divyezhek. Koulskoude eo nec'hus stadañ eo diaesoc'h-diaesañ digeriñ lec'hiadoù nevez eno abaoe 2 vloaz bremañ.

Er c'hentañ derez eo deuet sifroù ar Morbihan da vezañ ken uhel ha re Penn-ar-Benn ha kalz uheloc'h eget re Aodoù-an-Arvor evit a sell ouzh dregantad ar skolidi divyezhek e-touez ar vugale skoliataet.

Er Morbihan eo e kaver ivez ar gumun a skoliata ar muiañ a skolidi divyezhek (Gwened) hag ar Gumuniezh kumunioù (KK Josilin) gant an dregantad uhelañ e Breizh evit ar skolidi divyezhek.

Re zister eo avat ar c'hinnig en eil derez c'hoazh hag abalamour da se ne glot ket kendalc'h ar c'helenn divyezhek gant an ezhommoù.

"Stad ar c'helenn divyezhek er Mor-Bihan" : teul da bellgargañ, kaset da benn gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus