Ur pegsun brezhonek da zeskiñ didoueziañ mat an dilerc\'hioù
Ur pegsun brezhonek da zeskiñ didoueziañ mat an dilerc\'hioù

Dre ma ra skouarn vouzar Kumuniezh Komunioù Landerne-Daoulaz ouzh an divyezhegezh, en deus moullet Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) en he flas pegsunioù divyezhek evit ar poubellennoù melen. Mat int evit

Dre ma ra skouarn vouzar Kumuniezh Komunioù Landerne-Daoulaz ouzh an divyezhegezh, en deus moullet Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) en he flas pegsunioù divyezhek evit ar poubellennoù melen. Mat int evit forzh peseurt korn a Vreizh, da ziskouez penaos didoueziañ an dilerc'hioù : gouzout petra a ranker lakaat et boubelenn velen ha petra na ranker ket lakaat. Kalz e vez anv dre holl eus « Diorren Padus » met er pleustr pa ne bouezer ket warno, ar strollelezhioù foran a ra dre vras skouarn vouzar. Aï 'ta a ra manifestadegoù da c'houlenn traoù 'zo, hag an Ofis a zo aze da sikour an aozadurioù piblik ha prevez da reiñ he flas d'ar yezh. EAT a gav dezhañ ez eus tu da ginnig da bep hini obererezhioù pleustrek-tre da gas an traoù war-raok, oc'h implij an tammig frankiz a vez gant pep hini. Pegsun ar poubellennoù melen a zo unan anezho : ma fell deoc'h kaout unan, kasit 'ta tri euro e stumm timboù pe ur chekenn da EAT Kergreven 29800 Trelevenez.