Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
An Diaoul A Gan D'ar Sadorn 28 a-viz Ebrel 2007 Er Yeuc'h
Abaoe pell dija e omp e soñj aozañ ur gouel tro dro ar c'han hengounel e Kerne Izel. Pal an devezh-mañ vo lakaat an dud da dizoloiñ dre ar c'han meur a vro deus Breizh ha pelloc'h c'hoazh ! Kinniget vo d'ar publik e-pad an endervezh, dañsoù kaset war-raok gant
Par Pierre-Yves Pétillon pour Dastum Bro Gerne le 16/03/07 18:21

Abaoe pell dija e omp e soñj aozañ ur gouel tro dro ar c'han hengounel e Kerne Izel.

Pal an devezh-mañ vo lakaat an dud da dizoloiñ dre ar c'han meur a vro deus Breizh ha pelloc'h c'hoazh !

Kinniget vo d'ar publik e-pad an endervezh, dañsoù kaset war-raok gant ar vouezh. Ne vo na ur staj dañs, na ur staj kan, ret vo d'an dud en em stagañ da respont d'ar c'haner o tañsal da heul. Pezh 'vez ket graet alies dre amañ !

D'an noz, kroget vo gant ar veilhadeg, digor vo al leurenn d'an holl nije c'hoant da ganañ ur ganaouenn bennak. Evel just vo ivez moaien da zañsal memes ma ne vo ket ur gwir fest-noz 'giz omp boazet da wel. Un digor-kalon kanet vo etre an daoù, evit ar re nije dibabet chom e-pad an devezh.

Digoust vo ar mont-e-barzh. Ken Sadorn 28 a-viz Ebrel 2007 Er Yeuc'h neuze !

Document PDF . Source :
Cet article a fait l'objet de 1693 lectures.