Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de Magazine -
An Dasson 71 a zo deuet er maez : kartenn wenn da bPatrig Drean
Deuet eo er-maez niverenn 71 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad a-ziàr-benn Patrig Drean : danevelloù, barzhonegoù (haïkouioù), notennoù a-ziàr an natur, frazennoù bet dastumet getañ, hag un atersadenn e-lec'h ma tispleg perak en deus desket brezhoneg hag e soñjoù àr ar yezhoù, hag àr an natur.
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 22/02/10 4:57

Deuet eo er-maez niverenn 71 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad a-ziàr-benn Patrig Drean : danevelloù, barzhonegoù (haïkouioù), notennoù a-ziàr an natur, frazennoù bet dastumet getañ, hag un atersadenn e-lec'h ma tispleg perak en deus desket brezhoneg hag e soñjoù àr ar yezhoù, hag àr an natur.

A Vrec'h a orin, Patrig Drean a zo ezel a Gerlenn Sten Kidna abaoe dek vloaz. War dachenn ar brezhoneg en deus labouret kalz : dastumet en deus brezhoneg get ar re gozh, brezhonegerion a-vihan, ha mod-se en deus desket ur bochad traoù. Kelenner brezhoneg eo ivez. Embann a ra pennadoù, barzhonegoù, ba' kazetennoù all ha skrivañ a ra sonennoù ivez. Ur gazetenn metafizikel ha fentus en deus savet: "An tamm papir", a vez embannet ur wezh an amzer. Hag ur blog ivez anvet Kelionenn.

Patrig Drean a zo ur brezhonegour yaouank hag a labour kalzik evit ar brezhoneg. Kariñ a ra ivez an natur, hag ar yezhoù dre vraz : "Ar yezhoù a zo brasoc'h evit an dud : den ebet a c'hell lâret e ouia razh an traoù en e yezh. (...) Evel evit an natur : n'heller ket deskiñ razh an traoù, ne vo ket james din anavezout tout ar plantennoù, ha gwell a-se". "Lies e vez gwelet plantennoù é klask sevel ha gober frouezh e lec'hioù sec'h, àr ar mein... Ar yezhoù a zo un tammig evel-se ivez", eme bPatrig Drean. Ma faota deoc'h gouiet muioc'h prenit An Dasson n° 71.

40 pajenn, divyezhek. An Dasson niverenn 71 a vez gwerzhet e stalioù levrioù : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré) ; stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré) ; pe e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré
5 € an tamm (7 € dre lizher).
Pellgomz : 02 97 29 16 58
(voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons