An Dasson 69 a zo deuet er maez Deuet eo er-maez niverenn 69 ag An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h a bep seurt èl-kustum : ur pennad a-zivout stad an natur e-pad ar mizioù du get Patrig Dréan, tri istor fentus hag ur pennad-kaoz get ar skrivagner Yann-Bijer, a-ziàr ar pezh a ra danvez e levr diwezhañ « Avel Gornôg » , da lâret eo buhez ar Vigouterien àr-lerc'h ar brezel-bed kentañ, met ivez un dastumeg lârennoù nebeut anavezet, pe nebeut implijet get an dud hiziv an deiz bepred, bet kavet aze hag ahont get Patrig Dréan e-ser e lennadennoù. Kavout a reoc'h ivez un atersadenn e galleg get Jean Bonnefon - konter, kaner ha kazetenner anezhañ a stourm evit ar sevenadur okitan - a-ziàr dazont ha perzhioù dibar ar yezhoù rannvro. Hag a-benn ar fin, ur rummad en-dro d'al levrioù ha d'ar pladennoù, ha div fablenn skrivet get Isabelle Pellé ha troet get Gilles Pennec, a c'helloc'h lenn a-barzh.
An Dasson niverenn 69 a c'hell bout prenet e stalioù levr 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (an Alré); Stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.