Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
An Dasson 59 : Filajoù, Huroned ha Sant Sten
Niverenn diwezhan An Dasson (n°59), kelaouenn divyezheg (brezhoneg-galleg) nevez embannet get Kerlenn sevenadurel Sten Kidna an Alre, a gas al lennerion da veajiñ en amzer paseet hag e broioù pell ivez. Beaj en amzer paseet (etre an dispac’h ha 1950, ar-dro) get ur pennad divyezheg skrivet get Daniel Carré a
Christian Le Meut Par Sten Kidna an-Alre le 30/07/05 8:32

Niverenn diwezhan An Dasson (n°59), kelaouenn divyezheg (brezhoneg-galleg) nevez embannet get Kerlenn sevenadurel Sten Kidna an Alre, a gas al lennerion da veajiñ en amzer paseet hag e broioù pell ivez. Beaj en amzer paseet (etre an dispac’h ha 1950, ar-dro) get ur pennad divyezheg skrivet get Daniel Carré a ziout ar filajoù. Bourrapl bras veze en em dolpiñ da nozh get ar Vretoned, evit komz, dañsal, kontañ istorioù, pe e labourat ivez (brikoliñ, ober panerioù...). Ya, met fall gwellet oa get an iliz hag ar veleion... Buhez pemdeziek e porzh en Alre, Sant Sten, e penn kentañ an XXe kantved zo kontet get Anna Quigna-Marie (e galleg hepken). D’ar c’houlz-se, bagoù ar Guerveur a zeue betek en Alre (e lec’h Kiberen bremañ) da gas ha da glask danvez, loened, beajourion. Ha beaujourion brudet evel Sarah Bernhardt ! Kouviet vo ar gwener 21 a viz Gouel Mikael (Here) ur strollad c’hoariva e brezhoneg da ginnig ur western, Malachap Story ! Un digarez eo evit monet da welled stad ar yezh komzet get an Huroned e Bro Kebek. Ur veaj all zo get Jen-Claude Le Ruyet : troet vez getan an “Tao te king” skrivet get Lao Tseu, e brezhoneg. Razh ar pennadoù-skrid-se zo en niverenn diwezhan An Dasson, n°59, a c’hell bout prenet e stalioù levrioù-zo hag ivez e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 an Alre. 5 €. Pellgomz : 02.97.29.16.58.

Cet article a fait l'objet de 1076 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons