
Emañ Consobreizh o paouez degemer un embregerezh nevez war dachenn an embann hag aozañ darvoudoù. An Amzer an hini eo, diazezet e Pornizh. An AMzer embanner emañ o paouez embann
Emañ Consobreizh o paouez degemer un embregerezh nevez war dachenn an embann hag aozañ darvoudoù. An Amzer an hini eo, diazezet e Pornizh. An Amzer emañ o paouez embann « Harry Potter ha maen ar furien » gant J.K. Rowling, ar skrivagner muiañ lennet er bed. An Harry Potter kentañ e brezhoneg eo, troet gant Mark Kerrain. Mennegomp ivez daou levr a zo deuet er-maez n'eus ket pell zo : « Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton » gant Lionel Buannic, hag ur romant gant Yann Rivallain, « La convention des anges » e ditl.
Adkavit pajennad An Amzer e brezhoneg war Consobreizh : http://www.consobreizh.com/br/content/amzer
Kinnig a ra ConsoBreizh embregerezhioù Breizh d'ar vevezerien hag d'an dud a-vicher. Reiñ a ra ivez titour talvoudus evit beveziñ "mod Breizh". Divyezhek galleg brezhoneg penn-da-benn eo e borchal internet. Evit lakaat e anv d'al lizher kelaouiñ bep 6 miz pe kinnig un embregerezh, ur produer, un artizan, grit gant pajenn darempred e lec'hienn.
Perak beveziñ "mod Breizh", prenañ "mod Breizh, pourchas "mod Breizh" ? War e lec'hienn emañ ar respont :
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !