Put your name here

An AFB-EKB a-enep gwanaat al Lezenn an Aod
Lezenn an aod a zo bet votet a unvouezh gant parlamant c’hall d’an 3 a viz Genver 1986. Heuliañ a ra un nebeut esaeoù evit mestroniañ ar sevel
Communiqué de presse de Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh

Publié le 18/02/17 15:52 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
41770_1.jpg
logo

Istor al lezenn

Lezenn an aod a zo bet votet a unvouezh gant parlamant c’hall d’an 3 a viz Genver 1986. Heuliañ a ra un nebeut esaeoù evit mestroniañ ar sevel kêrioù war an aod hag a oa bet votet en amzer kent ; met an aeseoù-se ne aotre ket enebiñ ouzh dielloù ar se vel kêrioù. Hervez sontadurioù nevez embannet (sontadur IFOP 2014 embannet er gelaouenn Sud Ouest Dimanche) e vefe war-dro 90 % a c’hallaoued a vefe a-du evit ma chomfe lezenn an aod evem m’emañ hiziv. Al lezenn-se en deus lakaet harp da raktresoù divent sevel tier pe porzioù. Diwall a ra hiziv an deiz an aodoù eus ar sevel kêrioù fall-mestroniet. Lakaet en deus war well pennreolennoù a-bouez evel saveteiñ lec’hioù naturel, nac’hañ pikouzadur ar vro pe c’hoazh implijañ an douaroù en un doare arboellus. Dalvezout a ra al lezenn d’ar c’humunioù arvorek eus ar morioù, ar meurvorioù, an aberioù, ar morc’haoloù, da lennoù sall hag eus tachennoù dour amuioc’h a 1.000 hektar a c’horread.

Astennadur ar sevel kêrioù a c’hell bezañ graet e doareoù disheñvel hervez al lec’hioù :

  • bandenn a 100 m en diavezh eus ar takadoù kerieket : Difennet eo sevel savadurioù a bep seurt
  • takadoù dija kerieket : aotret eo da reneveziñ, gwellaat hag adsevel savadurioù dija graet
  • astennadur ar sevel kêrioù : astennadur ar sevel kêrioù a dlee bezañ graet e kendalc’h ar c’herioù hag ar c’heriadennoù hag a zo anezheo pe a c’hell bezañ graet dre keriadennoù bihan nevez enframmet e-barzh an endro gant ma vo doujañs ouzh an endro
  • astennadur bevennet ar sevel kêrioù e-barzh takadoù tost eus an aod : an astennadur-se a dlee bezañ diskleriet e bal er PLU dre ar rak hag ar perak bezañ tost eus an aod

Ar pezh a zo c’hoarvezet nevez zo

Al lezenn kinniget nevez zo gant ar PS diwar-benn reizhañ takadoù an aod ouzh cheñchamant an hini a zo bet enkemmet gant ar senad d’an 11 a viz Genver 2017 :

An enkemmad kentañ a aotre bremañ da sevel savadurioù nevez war tachennoù douar libr eus ar c’herioù hag eus ar c’heriadennoù.

An eil enkemmad a aotre staliañ obererezhioù an avor tost eus an aod hag astenn ar sevel kerioù en diavezh eus ar bourkoù ha keriadennoù a zo anezho.

Ur sinadeg en-linenn a-enep an enkemmadoù-se en deus rastellet muioc’h a 150.000 sinadur en ur ober un nebeut devezhioù.

En despet eus se en deus kadarnaet ar parlamant an enkemmad kentañ d’an 31 a viz Genver.

O vezañ a-du kreñv evit difenn an efedusañ possubl an aodoù Breizh, an AFB-EKB a jomo skoazh-ouzh-skoazh gant ar gevredigezhioù enebiñ ouzh ar c'humunioù o dije c'hoant gwanaat al Lezenn an Aod.

Ar burev

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.