Kemennadenn ar prezidant Breizh Unvan d'an 9 a viz Ebrel. D'an 8 a viz Ebrel, dirak ar vodadenn vroadel, e oa bet kinniget gant ar C’hentañ ministr modernaat Frañs o rannañ

Kemennadenn ar prezidant Breizh Unvan d'an 9 a viz Ebrel D'an 8 a viz Ebrel, dirak ar vodadenn vroadel, e oa bet kinniget gant ar C'hentañ ministr modernaat Frañs o rannañ dre zaou an niver a rannvroioù. Kardanaet eo gant ar c'hemenn-se komzoù prezidant ar Republik da-geñver e brezegenn dirak ar gazetennerien d'ar 14 a viz Genver 2014, pa gaozee eus digresk an niver a rannvroioù.


Dek rannvro e Frañs a dalvez : - pe e vo adunvanet Breizh hag al Liger-Atlantel ; - pe e steuzio Breizh en ur c'hornôg bras teknokratek. Buanoc'h-buan ez a an nevezentioù, hag an Istor asambles ganto. Kreñvoc'h c'hoazh e c'halv Breizh Unvan ar geodedourien da zont da vanifestiñ d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel 2014 da 3 eur g.k. war Blasenn Breizh e Naoned. Gant ar vanifestadeg festus ha poblek-se e vo gallet: - diskouez splann adarre ez eo enebet ar Vretoned ouzh ur c'hornôg bras teknokratek ; - degas da soñj, er mare pouezus-meurbet-mañ, e vez goulennet abaoe 40 vloaz zo gant kevredigezh Breizh a-bezh ma vo savet ur Vreizh gant 5 departamant, dezhi un identelezh kreñv ha nerzhus. Bez' e vo Breizh gant 5 departamant evit kevezañ ouzh rannvroioù bras Europa gant he 4.600.000 a annezidi (koulz lavaret ment Bro-Skos pe Danmark). Nac'h a reomp e vefe rediet Breizh da gendeuziñ gant ur rannvro pe rannvroioù all : gant se ez afe Breizh da get ent politikel e-barzh ur c'hornôg bras teknokratek hag a lezo kornôg Breizh a-gostez. Fellout a ra deomp ma vo adunvanet Breizh hag al Liger-Atlantel, ha graet evel-se diouzh ar pezh a fell d'ar bobl : gant se e vo doujet da gempoell istorel, douaroniel ha sevenadurel an toleadoù. Sed aze un dra rekis evit ma tiorroio an toleadoù-se war an dachenn ekonomikel ha sokial. Fellout a ra deomp ma vo ur Vodadenn eus Breizh hag a vodo rannvro Breizh ha 5 departamant Breizh, d'an obererezh publik da vezañ efedusoc'h. Jean-François Le Bihan, prezidant Breizh Unvan Trugarekaat a reomp Ofis publik ar brezhoneg evit an troidigezh eus
Aussi sur ABP…
A wir galon Bretagne Réunie BP 49032, 44090 Nantes Cedex 1 https://www.bretagnereunie.bzh Contacts : contact@bretagne-reunie.org ha 06 82 67 19 46 http://www.nantesbzh19avril.org/ : gouestlet d'ar vanifestadeg an 19 a viz Ebrel e Naoned.