Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Mykolaïv
Mykolaïv
- Chronique -
Alexandra ur vaouez eus Ukraina

Alexandra Filonenko eus Mikolaiv, Ukraina a gont deomp petra eo deuet da vezan buhez an dud ordinal e-pad ar bezel ha perak e vez anvet "orked" ar soudarded rusian

Anna Mouradova pour Anna Mouradova le 29/03/22 11:13

Anavezout a ran Alexandra Filonenko abaoe 2012. Labouret hon eus asambles e Skol-Veur ar Mor Du en Ukraina. Plijout a ra dezhi ar yezhoù, al lennegezh hag an Arzoù-kaer. Plijet e vez atav gant kened ar bed met bremañ, siwazh, emaomp o komz diwar-benn traoù kriz ha divalav

[Anna Mouradova] Aleksandra, lavarit mar plij d’al lennerien piv oc’h ha petra eo ho micher.

[Alexandra] Aleksandra Filonenko eo va anv, kelennerez war ar yezh hag al lennegezh saoznek on e Skol-Veur ar Mor Du e kêr Mikolaiv e Su Ukraina.

[AM] Pelec’h emaoc’h bremañ ?

[Alexandra] Emaon e kêr nepell eus Odessa. Ne fell ket din kuitaat Ukraina, met re zañjerus e oa chom e Mikolaiv. Bremañ e ya an traoù un tamm gwelloc’h rak skarzhet eo kuit an alouberien eus Bro-Russia gant arme Ukraina. Kaset on bet d'an deiz kentañ ar brezel eus Mikolaev gant va gwaz, kemeret hon eus hon kazh ha d’an hent. Ur moto a oa gant va gwaz ha dañjerus e oa ar veaj peogwir ne oa netra ganeoc’h d’en em ziwall ouzh ur gwallzarvoud, tokarn ebet zoken. Yen e oa ha ne oan ket yac’h a-walc’h goude ar c’hovid. Memestra e oa gwelloc’h tec’hout kuit evel se eget mervel dindan bombezennoù.

[AM] Petra a c’hoarvez bremañ e Mikolaiv?

[Alexandra] Kaset eo kuit an enebour eus kêr Mikolaiv, koulskoude e kouez obuzioù ha bombezennoù kaset eus lec’hioù all hag eus bagoù brezel Russian a zo war ar Mor Du. Bepred e vez klevet alarmoù. Atav em eus keloù digant va mignoned chomet e Mikolaiv ha dre se gouzout a ran mat petra a c’hoarvez eno.

Meur a zen a zo o chom deiz ha noz e repu dindan an douar evit chom hep hastañ da guzhat bewech pa vez klevet an alarm pezh a c’hoarvez alies. Ar re all a zo aet skuizh gant ar spont hag o deus divizet bevañ evel ma ne c’hoarvez netra. Met lod vrasañ an dud a zo o tifenn o c‘hêr evel ma c’hellont: emañ ar baotred o stourm e “terroborona” (anv soudarded o tifenn o c’horn-bro) hag ar merc’hed o labourat gant ar Groaz Ruz, div eus va mignonezed a zo ganto o fardañ boued d’ar soudarded. Meur a zo o labourat o tegas traoù bet kaset gant tud a-youl vat eus broioù estren.

Evel se emañ spered an dud e kêr Mikolaiv: ne vezont ket o c’hortoz skoazell a-berzh ar re all, boazet int da ziskoulmañ n’euz forzh peseurt kudenn. Abalamour da se ar brezel evito a zo ur gudenn a rank bezañ diskoulmet, tra ken.

Koulskoude n’eo ket aes : distrujet eo lod eus savadurioù en norzh hag e reter Mikolaiv : tiez, skolioù, ospitalioù. Lazhet eo meur a zen, meur a vugel. Eus ar c’hornôg hag ar Su eo difennet Mikolaiv gant div stêr – Boug ar Su hag Ingul. Gant ar pont war stêr Boug ar Su e c’helle an enebour kavout an hent evit dont buan da Odessa, ur porzh-mor a zigor an hent d’ar Mor Du. Setu perak e oa un dra a-bouez evit an enebour, hag emañ Mikolaiv o tifenn Su Ukraina evit lezel an enebour hep troc’hañ Ukraina eus ar Mor Du.

[AM] Petra a c’hoarvez gant ho keneiled eus ar Skol-Veur? Pelec’h emaint ?

[Alexandra] Lod brasañ anezho a zo bremañ er broioù all pe eveldon e rannvroioù Ukraina e lec’h ez eus un tamm nebeutoc’h a zañjer. Meur a hini avat a chom e Mikolaiv ha prest int da gelenn dre Internet d’ar studierien a zo gouest d’ober o studioù. Ar gelennerien a zo en estrenvro a zo prest ivez da genderc’hel gant o c’hentelioù rak e-pad ar pandemiezh hon eus desket da gelenn dre Internet. Unan eus kelennerezed a zo bremañ e kêr C’herson aloubet gant an enebour, start-kenañ eo met ne baouez ket da labourat.

[AM] Lenn a ran alies war Facebook e vez anvet “Brezel gant an orked”, perak e vez kaoz eus levr J. R. R. Tolkien?

[Alexandra] Abaoe pell pa vez komzet du-mañ eus Bro-Russia hag dreist-holl eus gouarnamant ar vro e vez graet Mordor anezhi. Deuet e oa ar c’hiz-mañ e-pad an dispac’h Maidan e 2013 – 2014 met bremañ eo deuet heñvel an traoù ouzh pezh a oa skrivet e levr Tolkien muioc’h c’hoazh. Hag e-pad ar brezel-mañ al levr «The Lord of the rings» eo deuet da vezañ un doare diougan. Deuet e oa an orked eus ar reter hag evel se eo gant hon enebourien. Heñvel eo an ukrainaned ouzh an hobbited. Ha gwir eo. Heñvel omp: ur bobl a gar ar peoc’h omp met arabat ober droug deomp. Plijout a ra deomp ur vuhez a-zoare, gant meur a blijadur, hag a bep seurt boued mat. Ar pezh a fell deomp dreist-holl eo bezañ lezet e peoc’h. Hon prezidant Zelenski en deus lavaret ur wech n’omp ket evit bezañ tud veur. Pezh a zo gwir. Fellout a ra deomp bevañ didrubuilh ha dre se hon Ukraina a zo heñvel ouzh bro an hobbited. Met pa vezer o vevañ e-kichen Mordor a zo o klask bezañ bro an dud veur n’eus forzh penaos ne c’heller ket bevañ hep trubuilh ebet.

Perak e komzan diwar-benn an orked? Krog int ar brezel e-pad an noz. M’ho peus soñj, an orked e levr Tolkien o deus aon eus gouloù an heol. Ha n’on ket evit disoñjal penaos da 4 : 58 diouzh ar beure d’an 24 a viz C’hwevrer e oan dihunet gant trouz ar bombezennoù a gouezhe war aerborzh Mikolaiv. Teñval e oa. Ne weler mann ebet. Marteze evit ar soudarded e oa un abeg da se met evidon e oa un arouez : un nerzh teñval o tont d’hon aloubiñ e teñvalijenn an noz. Ha goude se alies-tre e veze bombezet kêrioù all e-pad an noz, dreist-holl Kiev, Tchernigov ha C’harkiv e lec’h m’emañ va c’hoar bremañ. Houmañ a lavar din pa veze gwelet tan er straedoù e-pad an noz e soñjer emañ an holl e-barzh an ifern. Evel-se e-pad ar bombezadegoù betek bremañ.

Ha setu traoù all a vez graet ganto, gant an orked-se:

Implij ar bombezennoù fosfor ha bombezennoù BASM a-enep an dud, pezh a zo difennet d’ober. Ur wech e oa va zad dindan ur seurt bombezadeg, hag eo chomet bev pezh a zo ur burzhud. Lavaret en deus e wele tammoù betoñs o nijal e pep lec’h. Distrujañ penn-da-benn kêrioù bihan. N’eus ket mui anezho. War-nes bezañ distrujet e oa kêr Otchakov m’emañ o vevañ va zad ha va mamm. N’on ket evit disoñjal penaos pa oa kroget bombezadegoù Otchakov va mamm he deus pellgomzet din ha lavaret e kar ac’hanon ha lavaret kenavo rak marteze e oa hon pennad kaoz diwezhañ.

Lazhet e vez ganto bugale, tud koz, merc’hed. E Marioupol e oa distrujet un ti bugale. Ur vaouez a oa eno, dougerez e oa. Marvet he bugel ne oa ket hi kennebeut evit chom bev ken glac’haret e oa.

Bombezet e vez kirri a gas an dud klañv ha gloazet d’an ospitalioù, bombezet an ospitalioù hag ar skolioù, dreist-holl pa ouzont emañ an dud o klask repu eno. Evel se e oa e Marioupol gant Skol an Arzoù-kaer e lec’h e oa kuzhet 400 den. Ne lezont ket ar vezeien sikour tud gloazet ha degas louzoù dezho. Klask a reont lakaat o c’hrabanoù war greizennoù atomek ha dre se lakaat en arvar ar bed a-bezh. Ne lezont ket an dud da dec’hout kuit da lec’hioù dizañjer ha zoken ne lezont ket kas boued ha peadra da vevañ d’an dud. Laerezh a reont hag ober traoù vil a bep seurt ha kement-se n’eo ket an holl dorfedoù a reont.

[AM] Petra ho peus c’hoant da lavarout d’hon lennerien ouzhpenn ?

[Alexandra] Dav eo din komz diwar-benn kêr Marioupol. Ne chom nemet dismantroù eno, hag emaon atav o soñjal diwar-benn pezh a zo c’hoarvezet gant an dud du-hont, ur ranngalon eo. Seurt reuz ne oa ket bet gwelet abaoe ar brezel 1939-45. Pezh a zo souezhus evidon: distrujet eo rannvroioù Ukraina dreist-holl e lec’h ma vez komzet rusianeg kentoc’h. Pezh a zo diaes da gompren, rak tud eveldon hag a gomz rusianeg a zo ar re a felle d’an arme rusian o « saveteiñ ».

Voir aussi :
3  0  
mailbox
Vos 1 commentaires
  Naon-e-dad
  le Jeudi 31 mars 2022 10:14
« BASM » a dalv « Bombes à sous-munitions » .Gwelet al liamm https://www.amnesty.fr/focus/bombe-a-sous-munitions (amnesty.fr)
.
« Bombezennoù fosfor » a dalv « bombes au phosphore ».
.
Voir aussi l’article sur la wikipedia bretonne https://br.wikipedia.org/wiki/Aloubadeg_Ukraina_gant_Rusia_e_2022 « Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 »
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 8 ?