Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Alan Kervern hag anken pobl Japan
Komz a ra japaneg, darempredoù en deus Alan Kervern gant ar Japaniz abaoe pell. Amañ e vez displeget gantañ ul lodenn eus personelezh pobl Japan.
Fanny Chauffin pour ABP le 4/04/11 22:51

Komz a ra japaneg, darempredoù en deus Alan Kervern gant ar Japaniz abaoe pell. Amañ e vez displeget gantañ ul lodenn eus personelezh pobl Japan.


ABP - Bet out meur a wech e Japan, sur a-walc'h 'peus bet tro da gaozeal gant da vignoned a zo o chom du-se, penaos e vez bevet an darvoud spontus e Fukushima ganto ?

Alan Kervern - Er vro-se, ez eus un doare disheñvel-kenañ da welout an natur hag an dud o vevañ enni.

Hervez filosofiezh deuet eus sevenadur broioù ar Mor-Kreiz, hag a zo deuet da vezañ filozofiezh broioù Europa ha broioù Amerika dre vras, Mab Den a zo da gentañ tout kreiz ar bed, ha ret eo d'an natur plegañ dirazañ. Disheñvel eo spered an dud e Japan,ha dre vras e broioù ar Reter Pellañ. Hervez sevenadur ar broioù-se, Mab Den zo ul lodenn hepken, unan bihan-bihan, eus an Natur, ha neket kreiz ar bed. Setu perak - dre un doare disheñvel da welout ar bed - e cheñch an darempredoù etre an dud ivez.

ABP - Gouest e vo ur wech adarre pobl Japan da adsevel goude (gant ma vo ur "goude") Fukuchima ?

AK – Adsavet vo ar vro-se gant an dud, peogwir n'eo ket - evito - an amzer hag a dremen un enebour, met ar c'hontrol eo, ur mignon dezho eo.Evel-se, temploù ha santualioù a vez renevezet pep ugent vloaz gant koad. Ha dre c'hras an amzer e vezont bepred nevez en un doare dalc'hus. E mod-se vo, a-dra-sur, e rannvro Sendaï.

ABP - Peseurt heklevioù'peus bet gant da vignoned chomet e Japan ?

AK – Hervez va mignoned, Tôkyô hag Osaka zo leun a repuidi, dreist-holl babigoù, tud kozh ha tud ampechet. Met keloù ebet diwar-benn kreizenn nukleel Fukushima, ha dreist-holl diwar-benn an dañjer hag a zeu er-maez ar greizenn-se.

ABP - Nerzh nukleel ha demokratelezh : hag-eñ e vez, evel e Bro-C'hall, un doare jakobinelezh a lak keodedourien Japan da chom hep gouzout tra diwar-benn an industriezh nukleel ?

AK - Un dra zo sur, ne ya ket mat an traoù gant an demokratelezh pa vez an nerzh nukleel er jeu. E Japan ivez, n'eo ket sklaer an darempredoù etre ar gouarnamant, ar gazetennerien ha strollad pouezañ ("lobby“) an nerzh nukleel.Hervez an dud, ar wirionez diwar-benn afer Fukushima hag an dañjerioù tro-dro d'ar greizenn a zo kuzhet d'an dud ordinal.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons