Al Liamm : ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn krouet e 1945. Ar gelaouenn vrasañ e Breizh o tont er maez ingal bep daou viz.

Al Liamm : ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn krouet e 1945. Ar gelaouenn vrasañ e Breizh o tont er maez ingal bep daou viz.

Koumanant ordinal : 30 € ;
Koumanant studierien - tud dilabour : 17 €.

Al Liamm
14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 Lannuon/Lannion
02 96 48 03 00 http://www.alliamm.com
tudual.huon@wanadoo.fr

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus