Evit ar wech kentañ e brezhoneg "SISTER FIDELMA" gant Peter Tremayne 3 danevell: Muntr dre vurzhud; Itron Varia an Anaon; Ar steredour a rakwelas e vije drouklazhet An niverenn: 6 € Evit bezañ koumanantet: 30 € (koumanant ordinal) 38 € (koumanant estrenvro) 17 € (koumanant studierien, tud dilabour) AL LIAMM 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du

Evit ar wech kentañ e brezhoneg "SISTER FIDELMA" gant Peter Tremayne 3 danevell: Muntr dre vurzhud; Itron Varia an Anaon; Ar steredour a rakwelas e vije drouklazhet

An niverenn: 6 € Evit bezañ koumanantet: 30 € (koumanant ordinal) 38 € (koumanant estrenvro) 17 € (koumanant studierien, tud dilabour) AL LIAMM 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 LANNUON

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus