Emañ ar gevredigezh Poellgor an Tarv e-touez an dek siner kentañ o resev al label Ya d'ar brezhoneg abaoe ma oa bet lañset ar c'houlzad labelaat d'ar 5 a viz Here 2007. Dalc'het e oa bet lid-roidigezh al label live 1, “Skoazell d'ar brezhoneg”, d'ar gevredigezh Poellgor an Tarv e

Emañ ar gevredigezh Poellgor an Tarv e-touez an dek siner kentañ o resev al label Ya d'ar brezhoneg abaoe ma oa bet lañset ar c'houlzad labelaat d'ar 5 a viz Here 2007.

Dalc'het e oa bet lid-roidigezh al label live 1, “Skoazell d'ar brezhoneg”, d'ar gevredigezh Poellgor an Tarv e ti-kêr Gwimaeg d'ar 4 a viz Genver 2008 dirak ar brezidantez Joanna Mackenzie-Farmer hag Armel ar Sec'h, dilennet er c'huzul-merañ, ha maer ar gumun (he doa sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg e 2004) an Ao. Bernard Cabon.

Bodet ez eus e Poellgor an Tarv arzourien eus Breizh hag eus lec'h all o deus dibabet liammañ o arz ouzh ar brezhoneg. Sinet e oa bet gantañ an emglev Ya d'ar brezhoneg e 2003 ha n'en deus ket paouezet abaoe da sevel oberoù a-benn implijout ha brudañ ar brezhoneg pa gav tro.

Al label Ya d'ar brezhoneg zo deuet war-lerc'h 9 ober a zo bet kaset da benn vat gant Poellgor an Tav :

Kartennoù-hetoù divyezhek
Pedadennoù divyezhek
Logo divyezhek
Lec'hiennoù kenrouedad, divyezhek evit al lodenn vrasañ anezho : http://www.poellgor.bzh.bz/ ha http://sitekreator.com/Poellgor_an_Tarv/main_page.html
Kemennadennoù divyezhek d'ar gazetennerien
Plaketenn vrudañ divyezhek
Bruderezh divyezhek (skritelloù ha follennoù pleg-dibleg)
Paper lizher divyezhek

Ouzhpenn-se un ober dreistordinal a zo bet savet ivez diwar atiz ar gevredigezh hec'h-unan : saloñs an arzoù divyezhek a vez aozet bep bloaz (abaoe 10 vloaz) hag eno e vez kinniget oberennoù an arzourien e brezhoneg.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus