Roet e oa bet al label live 1 gant Lena Louarn da Jacques Mangold, maer Ploueg-ar-Mor, d'an 23 a viz Genver 2009. Evit kenderc'hel gant an hent-se eo bet divizet sinañ da dapout al label live 2 a-benn 3 bloaz.

Roet e oa bet al label live 1 gant Lena Louarn da Jacques Mangold, maer Ploueg-ar-Mor, d'an 23 a viz Genver 2009. Evit kenderc'hel gant an hent-se eo bet divizet sinañ da dapout al label live 2 a-benn 3 bloaz.

C'Hwec'h ober a zo bet kaset da benn gant kumun Ploueg-ar-Mor betek-henn, ha ganto he deus bet al label kentañ. Holl banelloù mont e-maez ha mont tre er gumun a zo divyezhek. Kartennoù-bizit an dilennidi, paper-lizher ar gumun ha responterez an ti-kêr a zo divyezhek. Logo Ploueg-ar-Mor a zo en div yezh ha kinniget e vez pennad-stur kazetenn an ti-kêr en div yezh ivez.

Evit lakaat brezhoneg war wel muioc'h e buhez pemdeziek tud Ploueg-ar-Mor, e vo kaset da benn meur a ober ac'hann da 2012. An holl gartennoù-pediñ savet gant servijoù an Ti-kêr a vo divyezhek. Ur panellerezh divyezhek a vo staliet e diabarzh hag e diavez an ti-kêr ha war kement savadur a zo dindan e zalc'h. Ur panellerezh-heñchañ divyezhek a vo staliet war douar ar gumun. Kement plakenn-straed nevez a vo divyezhek. Ha sinet e vo ur gevrat-kefridi gant Ofis ar brezhoneg a c'hallo skoazellañ da sevel an oberoù-se.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus