- Interview -
Aita, stourmerien ar brezhoneg a gont o istor
Setu Dewi Siberil o respont da c'houlennoù an ABP
Par Fanny Chauffin pour ABP le 21/02/12 19:47

ABP- Neuze, stourmerien evit ar brezhoneg oc'h, tiez gar, panelloù war an hent, tiez post ? Pet gwech ho peus graet abadennoù mod-se aboae eo bet krouet aita ?

Aita- Ne vez ket kontet ken ! War dachenn Ar Post 'meump graet ouzhpenn 20 abadenn dibaoe omp kroget ganti, er bloavezh 2007.

Klask a reomp sevel un oberenn bop miz da nebeutañ. Gwir eo omp bet gwelet war tachennoù disheñvel, met choazet meump derc'hel gant ur stourm bras nemetken : hini an tier-post. Derc'hel a ra Ar Post da reneveziñ ajañsoù hag aeset a vefe dezhi lakaat panelloù en div yezh d'ar c'houlz-se. Met goude 4 bloaz e welomp n'houllont ket ober an disterañ striv, se 'zo kaoz 'meump dibabet mont pelloc'h ganti, ha ne ra nemet kregiñ !

A-hend all e talc'ho strolladoù lec'hel Ai'ta ! (Leon, Treger, Gwened'vit ar re vrasañ) da blediñ ouzh stourmoù lec'hel. E bro Dreger daskouer e sellomp pizh deus labour ar C'Huzul Departamant hag a zo osevel un ti-servijoù e Lannuon. Lizheroù 'meump kaset dezhe ha ma welomp ne vo tamm brezhoneg ennañ e vefomp buan war o chouk.

ABP - Peseurt disoc'hoù positivel a lak ac'hanoc'h da vezañ loc'h ennoc'h ?

Aita - Panelloù brezhonek 'meump gounezet gant hon oberennoù (evel panelloù touristel Kumuniezh Kumunioù Gwened) pe gant hor pegsunioù a vez gwelet muioc'h-mui e pep lec'h.

Reiñ ur skeudenn yaouankoc'h, kreñvoc'h ha nerzhusoc'h deus ar vrezhonegerien a zo a-bouez bras evit derc'hel da vont war-raok. Brav 'vefe klask goût peseurt efed en deusar pezh graet ganimp war speredoù an dud.

ABP - Peseurt re a zo dipitus ?

Aita -N'omp ket daet a-benn da gaout brezhoneg en tier-post c'hoazh, met dont a ray ! An dra dipitusañ eo ne vez ket gwelet kalz a dud nevez o tont da gemer perzh er strolladoù Ai'ta ! Matreze 'neuint aon, matreze'neuint diegi ?? Domaj eo kar ma vefemp niverusoc'h e c'hallfemp bezañ kalz efedusoc'h.

ABP- Penaos e c'hell an dud skoazell Aita ?

Aita- Kement hini, brezhoneger pe pas, a fell dezhañ sikour ac'hanomp da gas hor yezh war-raok a vo degemeret mat ! Ar gwellañ tra d'ober eo kas ur postel dimp ( ai.ta.breizh [at] gmail.com) ha dont da welet peseurt mod e

tremen an traoù 'pad un emvod pe un oberenn. Ouzhpenn da se eo un digarez a-feson evit evañ ur banne 'sames ha kejañ deus brezhonegerien all !

A-hend all 'zo voaien da urzhiañ pegsunioù diganimp evit kas an traoù war-raok pep hini 'barzh e gorn-bro : pegañ pesunioù "E brezhoneg !" a seblant bezañ dister, met aeset eo ha ma vez graet gant an holl dud kar-o-yezh e c'hall cheñch kalzig a draoù...

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
BD Le Mardi 21 février 2012 22:37
Adkavet hon eus hor giton ! ;)
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons