Kemennadenn en div yezh / Communiqué bilingue Evel kalz a strolladoù e kinnig deoc'h Ai'ta ! kemer perzh en e "skol-veur hañv" : daou zevezh evit eskemm, kaout plijadur asambles ha

Kemennadenn en div yezh / Communiqué bilingue

Evel kalz a strolladoù e kinnig deoc'h Ai'ta ! kemer perzh en e "skol-veur hañv" :

daou zevezh evit eskemm, kaout plijadur asambles ha prientiñ un tamm ar pezh a vo graet er mizioù da zont...

D'ar sadorn 24 ha d'ar sul 25 a viz Eost e Rostrenn

War ar stern e vo lakaet, e-mesk traoù all :

  • strategiezh kehentiñ ha stummañ ar strollad "penaos bezañ efedusoc'h ha tizhout muioc'h a dud ?"
  • an oberennoù bras a vo er mizioù da zont
  • deiz-ha-bloaz Ai'ta ! (lidet e vo 10 vloaz ar strollad e 2015)

ha diouzh an noz e c'hello an dud a fell dezho mont da Festival Fisel Rostrenn !

Digoust eo ha digor d'an holl, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas...

Evit titouroù pe lakaat hoc'h anv, kasit ur postel da : ai.ta.kreiz.breizh@gmail.com

Skipailh Ai'ta !

Ai'ta ! vous invite à participer à son "université" d'été :

deux jours de rencontres, d'échanges et de préparatifs pour attaquer la rentrée du bon pied...

Le samedi 24 et dimanche 25 août à Rostrenen.

Au programme, entre autres :

  • la stratégie de communication et de formation du groupe ("Comment gagner en efficacité et élargir le cercle de militants ?")
  • les actions des mois à venir
  • préparatifs de l'anniversaire d'Ai'ta ! (eh oui, les 10 ans c'est pour bientôt !)

et le soir, pour ceux qui le souhaitent, le festival Fisel nous tend les bras.

C'est bien sûr gratuit et ouvert à tous, jeunes et moins jeunes, brittophones ou non...

Pour plus de renseignements ou pour s'inscrire : ai.ta.kreiz.breizh@gmail.com

L'équipe d'Ai'ta !