Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/35/35762_1.jpg
université Bretagne Sud UBS
- Communiqué de presse -
Ai'ta! Oberenn divyezhekaat panellerezh Kampus Tohanig (SKB), Gwened
E miz Gouel Mikael 2014 e oa bet lidet digoradur ar savadur nevez Skol-Veur Kreistez Breizh a roe bod d'ar gevrenn gwir hag ar panellerezh unyezhek staliet àr ar c'hampus
Par Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 22/11/14 20:24
:

E miz Gouel Mikael 2014 e oa bet lidet digoradur ar savadur nevez Skol-Veur Kreistez Breizh a roe bod d'ar gevrenn gwir hag ar panellerezh unyezhek staliet àr ar c'hampus Tohanig e Gwened. Lakaet e oa bet reuz e-kerzh al lid-digeriñ get an dilennidi dre begiñ pegsunioù « E brezhoneg ! en breton » àr an tachad a-berzh.

Daoust ul lizher kaset d'e Brezidant Jean Peeters, un emgav get ar rannvro ha memes get ur c'hannad, e chom dister plas ar brezhoneg e skol-veur an departamant.

Er c'hampus Tohanig e Gwened eo bet digoret nevez zo un danvez dibab « brezhoneg ha sevenadur » met dre youl ur studier hepken .. Ha kaoz zo oc'hpenn da serriñ an opsion brezhoneg er skol-veur er C'hampus an Oriant evit an distro-skol 2015.

Kaset et eo bet get strollad Ai'ta ! Bro Gwened an oberenn arouezel divyezhekaat panelloù evit goulenn groñs pas hepken ur plasig d'ar brezhoneg met ivez ma vo krouet aotreegezhioù e brezhoneg ha àr dachenn ar c'helenn divyezhek. Hep seurt divizoù ne vo ket trawalc'h a gelennerion evit kelenn ar yezh ha trawalc'h a skolidi. Padal e vez stummet an holl gelennerion e Breizh bremañ get ar 4 skol-veur Breizh e kenlabour get Skol uhel ar c'helennerezh hag an deskadurezh e Breizh (SUKeD) bremañ. Er Mor-Bihan n'eus stummadur erbet er skol-veur evit stummiñ kelennerion divyezhek.

Da heul an oberenn er skol-veur eo ket kaset d'he frezidant ur fakturenn evit al labour kaset da benn get hor strollad.

Document PDF . Source :