Ur souezhadenn fentus e-barzh niverenn miz Meurzh ar gelaouenn « Pomme d'Api » : un dresadenn vrav a ziskouez ur gêriadenn e Breizh.
A bep seurt tud hag a bep seurt traoù a gaver enni : tud o pourmen war an aod, peisanted o labourat er parkeier, ur skol Diwan… ha betek ur pezh-mell pegsun Ai'ta ! ouzh ur banell divrezhonek !
Pa soñjer ez eus tud drouklaouen gant hor pegsunioù… n'o deus ket komprenet int deuet da vezañ elfenn(ig) deus identelezh ar vro !
Setu, ma fell deoc'h ivez degas ul liv brezhonekoc'h d'al lec'h oc'h o chom, gallout a rit c'hoari gant pegsunioù orañjez ivez… hag en tu all d'ar c'hoari e welfet alies panneloù nevez (e brezhoneg ar wech-mañ) o vezañ staliet e-lec'h ar panelloù divrezhonek.
Evit gourc'hemenn pegsunioù hag a vo kaset deoc'h dre lizher (priz diouzh ho c'hoant + frejoù kas), kasit ur postel da :
ai.ta.breizh [at] gmail.com