Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Youenn Kraff e Gwened (Tro Breizh 2000)
Youenn Kraff e Gwened (Tro Breizh 2000)
- Dépêche -
Aet eo Youenn Kraff da anaon
Aet eo Youenn Kraff da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu. Anavezet eo evit bezañ stourmet evit an oferennoù brezhonek goude Vatikan II e tolead Kemperle gant luskad "Iliz ha
Tepod Gwilhmod Par Emglev An Tiegezhioù le 5/12/12 22:17

Aet eo Youenn Kraff da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu. Anavezet eo evit bezañ stourmet evit an oferennoù brezhonek goude Vatikan II e tolead Kemperle gant luskad "Iliz ha Breizh", ha dreist-holl evit eñvor an Aotrou Perrot, abostol "Feiz ha Breizh" e Skrignag : unan eus diazezerien "Unvaniezh Koad Kev" e oa e 1957, ha prezidant "Mignoned Feiz ha Breizh".

Dres a-walc'h, di sul a zeu e Skrignag da 12 eur en doa aozet un emgav da eñvoriñ 69vet Deiz ha bloaz drouklazh an Aotrou Perrot dirak kroaz e verzherinti, gant ar soñj da lezel e garg er gevredigezh dre ma ouie e oa klañv-dibare.

Doue da bardono d'an Anaon.

L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons